Jean Jaurès : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 4:
 
==Buhez==
Politikour gall e oa. Drouklazhet eo bet e Pariz, d'an 31 a viz Gouere 1914 gant [[Raoul Villain]]. Prezeger ha dileuriad sokialour anezhañ, eo brudet evit bezañ a-enep ar brezel, e koulz ar [[Brezel-bed kentañ]].
Ganet eo bet e Castres e 1859 en ur familh a vourc'hizien uvel. Ur skoliad donezonet eo ha dont a ra da vezañ skoliad e lise Louis Le Grand e Pariz. E 1878 eo degemeret e Normale Sup', kentañ er genstrivadeg dirak Henri Bergson. E 1881 en deus bet e "agrégation" e Prederouriezh, en trede renk. Mont a ra da gelenner, neuze. Difenn a ra [[Alfred Dreyfus]], tamallet da vezañ treitour gant an arme, ha klask harpañ ar Republik. Nec'het bras eo gant gant ar brezel a zeu. Gervel a ra gant ar strollad sokialour nevez-krouet gantañ ha gant mouezh e gazetenn "l'Humanité" al labourerien da herzel al labour a-enep ar brezel. Kaz o deus ar vroadelourien c'hall outañ. Drouklazhet eo e tavarn "le Croissant", d'an 31 a viz Gouere 1914, nebeut amzer goude marv [[Franz Ferdinand Aostria|Franz Ferdinand]], hêr [[Aostria-Hungaria]].