Ebrel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}{{Mizioù}}{{Ebrel}}
[[Skeudenn:Les Très Riches Heures du duc de Berry avril.jpg|thumb|''Ebrel'' e ''Les Très Riches Heures du duc de Berry'',[[1486]]]]
Pevare miz ar [[bloaz]] eo '''Ebrel''' en [[Deiziadur gregorian]]
 
'''Imbrel''' a reer eus anv ar miz e [[Bro-Wened]] a-wechoù.<ref>Meriadeg Herrieu, ''Dictionnaire français-breton vannetais'', Bleun-Brug Bro-Gwened, 1981, p. 34.</ref>
== Gerdarzh ==
Eus al [[latin]] ''(mensis) Aprilis''). Diasur eo an anv latin, met dre ma oa Ebrel eil miz an deiziadur [[Romaned|roman]], ma raed ''Quintilis'' eus ar pemvet miz ([[Goure]]) ha ''Sextilis'' eus ar c'hwec'hvet ([[Eost]]) e c'houlakaer e raed *((ap(e)rilis) "an hini da heul" goude [[Meurzh]].
== Deizioù ==
*1 : deiz ar "pesk Ebrel", ma reer troioù-kamm farsus.
*5 : Gouel [[Sant Visant Ferrer]].
*23 : Gouel [[Jorj]], sant paeron [[Bro-Saoz]].
*25 : Gouel [[Mark]] an [[aviel]]our, sant paeron [[Venezia]].
==Krennlavaroù==
 
*« Ar ran a gan kent miz Ebrel / E vez gwelloc'h dezhañ tevel »
*« Bleuñv en Ebrel, feurm e Mae / Eus ar re-se e kargimp hon sae »
*« D'ar seitek a viz Ebrel e rank ar goukoug kanañ pe greviñ »
*« Da c'houel Mark / An had diwezhañ er park »<ref>Mark : 25/04.</ref>
*« Da c'houel Mark / An ozhac'h hag ar mevel a gousk er park »
*« Da c'houel Mark / Diodet ar park »<ref>Diodet : stummet, tañvouezet.</ref>
*« Da c'houel Mark / E teu ar vuoc'h eus ar park »
*« Da c'houel Mark / Merenn vihan d'ar park »
*« Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen »<ref>Gouelioù Pêr : 15/04, 29/06, 01/08.</ref>
*« Da c'houel sant Gwennole / Stank ar foenneg ouzh ar c'hole »<ref>Gwennole : 03/03.</ref>
*« Da viz Ebrel e kousk an ozhac'h hag e vevel / Da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatezh ober ivez »
*« Deuet Meurlarjez pa garo / Pask pe Gazimodo / En Ebrel en em gavo »
*« Dre ma tosta hanter Ebrel / E kousk an ozhac'h hag ar mevel / Ar wreg a lavar e miz Mae / D'ar vatezhig : deomp ivez ! »
*« Ebrel c'harv / Porc'hell varv »
*« Ebrel, Ebrelik / Digor da ziv askellig »
*« Goude miz Ebrel da fin Eost / Da dan ebet nad a tost »
*« Kizhier Ebrel, kizhier laer »
*« Pa vez glav da c'houel Mark / E kouezh ar c'herez er park »
*« Pask a-dost, Pask a-bell / Pask a vo en Ebrel / Pask en Ebrel a vo / Pe ar C'hazimodo »
*« Rev Ebrel zo kenkoulz ha rev Mae »
*« Sant Jorc'hdig diwar e dorchenn / A laka ar c'hozh saout da vreskenn »<ref>Jorc'hdig (Jord) : 23/04.</ref>
== Notennoù==
{{Daveoù}}