Paol Tars : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ar restr commons:File:St._Paul,_by_El_Greco.jpg oa bet lakaet e-lerc’h StPaul_ElGreco.jpg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (File renamed: Criterion 6 (maintenance or bug fix)).
D corr using AWB
Linenn 10:
 
== Deskadurezh. ==
E [[Jeruzalem]] e pakas Paol e zeskadurezh, ur stummadur peurlipet hellennek, roman ha gresian met yuzev ivez. [[Farisian]] e oa Paol . Ober a reas studioù ''rabbinek'' ( ar ''rabbined'' a zo kelennerien war al lezennoù ). Goude ar studioù-se e teuas Paol da benn-bras e kêr [[Tarsos]].
 
== A yuzev da gristen. ==
[[Restr:Caravaggio-The Conversion on the Way to Damascus.jpg|thumb|upright=0.8|Gweledigezh Sant-Paol<br>[[Caravaggio]], [[1600]]]]
Enepkristen penn-kil-ha-troad e oa Paol Tarsos . En em ginnig a rae memes evel un heskiner. Levr Oberoù an Ebestel a gont en deus bet Saul (Paol er Bibl) ur weledigezh. Sant Lukaz a zispleg ez eas un deiz betek [[Damask]] a-benn stourm enep ar gristenien. War an hent e c’hoarvezas un dra bennak hag a lakaas anezhañ da cheñch e vennozhioù a-grenn. Gwelet en deus "ur sklêrijenn o tont eus an neñv" ha klevet ur vouezh o c'houlenn "Saul, Saul, perak am heskinez ?". "Me eo Jezuz an hini a heskinez, sav ha kae e kêr hag e vo lavaret dit ar pezh ac'h eus da ober". Ar soudarded a gleve met ne weljont ket ar sklêrijenn (ob. 9, 1-9). En em dreiñ a reas Paol ouzh ar relijion gristen er bloavezh [[35]]. Goude dezhañ bezañ aet da gristen ez eo anavezet mat e vuhez a-drugarez da levr Sant Lukaz hag ivez diwar studiañ pizh e lizhiri niverus : adalek ar bloaz 37 e krogas d'ober beajoù e-pad 16 vloaz.
 
== Beajoù Paol. ==