Irish Republican Army : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 12:
[[Restr:Prisoner (6417469255).jpg|thumb|Prizonidi eus an Irish Republican Army enebet d'an emglev gant Bro-Saoz ambrouget gant soudarded an [[National Army (Iwerzhon)|National Army]], diaz al lu nevez a oa ez tud eus an IRA ivez.]]
 
An IRA a embanne kaout un hollad a 70 000 soudard, en gwirionez e oa d'an uhelañ e-tro 3000 anezho o stourm a-enep nerzhioù lu Bro-Saoz. An IRA n'en doa ket fiziañ en iwerzhoniz bet o stourm er [[British Army]] e-pad ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]]. Ar re-se a oa gwelet evel flatrerien posubl. Un nebeut anezho a voe degemeret memestra o tizhout postoù uhel evel [[Emmet Dalton]], [[Tom Barry]] ha [[Martin Doyle]]. AN IRA en devoa rannet e izili e tri skourr, anvet "unreliable", "reliable" hag "active". Ar re "unreliable" a oa izili an eus an IRA, met na raent ket kalz traoù e-pad ar brezel dieubidigezh. Ar re "reliable" o devoa sikouret mod pe vod e-pad ar brezel, raloc'h o devoa stourmet gant armoù. Ar re "active" a oa ar re engouestlet o holl amzer en aozadur hag er stouramdennoù lies men . E-touezh brigadennoù an IRA ne oa nemet un drederenn anezho hag a oa lakaet da dalvezout evel "reliable". Evit ar re lakaet war-raok evel "oberiant" e oa c'hoazh izeloc'h.
 
Darn izili oberiant an IRA a oa kelennerien; studierien medisined; saverien botoù; artizaned evel al livourien, kalvezerien, mañsonerien, labourerien an dienn. Evit an istorour kanadian Peter Hart e oa "...the guerrillas were disproportionately skilled, trained and urban".