Perseüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 37:
[[Kassiopeia]], mamm [[Andromeda]] ha rouanez [[Aitiopia]], he devoa poufet e oa ken koant hag an [[Nereidezed]], ma savas droug e [[Poseidon]], doue ar mor, a c'holoas ar vro gant an dour-beuz, hag a gasas un [[euzhvil]] a rene war ar mor, ma ne c'halle den mont war vag ken.
 
Diouganañ a reas [[beleg]] an doue [[Amon]] ne vije peoc'h ebet digantañ ken na vije roet merc'h ar rouaned, Andromeda, d'an euzhvil . Neuze e voe staget ar plac'h kaezh ouzh ur garreg war an aod. Dres d'ar poent-se edo Perseüs o tistreiñ eus lazhañ [[Gorgon]], hag o tremen damdost, pa glevas hirvoudoù ar briñsez. Goude lazhañ an [[amprevan]] e tieubas Andromeda hag e timezas ganti, petra bennak ma oa bet prometet d'ur paotr yaouank all, [[Fineüs]] e anv.
 
En eured e savas kann etre an daou baotr, ha troet e voe Fineüs e maen tra ken 'met o welout penn Gorgon<ref>hervez [[Metamorfozoù]] [[Ovidius]]</ref>. War-lerc'h an eured ez eas Andromeda gant he fried da [[Tiryns|Diryns]], en [[Argolis]].