Kazetenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 2:
[[Restr:Announcing state of war with Germany cph.3c32594.jpg|thumb|Ur gwerzher kazetennoù e kreiz kêr Londrez, d’ar 7 a viz Gwengolo 1939]]
[[Restr:Lesekabinet.jpg|thumb|''"Das Lesekabinett"'', taolenn gant Heinrich Lukas Arnold (1840)]]
Ur '''gazetenn''' zo un embannadenn, da lavaret eo ur strobad follennoù moullet, embannet ingal, bemdez ([[pemdezieg]]) pe bep sizhun ([[sizhunieg]]) peurvuiañ. Reiñ a ra keleier d’al lennerien diwar-benn ar pezh a zo nevez-c’hoarvezet hag embann a ra soñjoù diwar-benn an traoù-se . Kemennoù bruderezh a gaver enno ivez. Kavet e vez kazetennoù da brenañ e stalioù a-ratozh. Gallout a reer resev kazetennoù er gêr ivez, gant ma paeer ur c’houmanant evit se.
 
Danvez a bep seurt a gaver er c’hazetennoù. Keleier eus ar [[politikerezh]], an [[armerzh]], ar [[sport]], an torfedoù hag an darvoudoù a bep seurt. Diaweladoù [[amzer (meteorologiezh)|amzer]] a gaver ivez, koulz ha pennadoù diwar-benn ar sevenadur. E-kichen ar pennadoù-skrid e kaver alies luc’hskeudennoù ha tresadennoù d’o skeudennaouiñ. Pennadoù zo, ma lenner soñjoù tud ar gazetenn, e stumm ar pezh zo anvet pennadoù-stur. Lizheroù kaset gant al lennerien a c’hall bezañ embannet ivez, da zisplegañ o soñj war pennadoù bet embannet diagent.