Doue an Tad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 9:
[[Jezuz Krist]] a ziazeze e gelennadurezh war perzh Doue evel Tad, an dra a vrasañ pouez gant karantez Doue evit kompren Doue er Gristeniezh, rak Jezuz a vefe mab d'an Tad hag an denelezh a-bezh gantañ. Diorroet e vo tadelezh Doue en [[doueoniezh]] kristen en ur zisplegañ e vez kement den a zo war an douar mab d'an aotrou Doue evel ma ziskouez deomp ar bedenn "[[Pater noster]]" (Hon Tad) an anv anezhi.
 
Peurliesañ, anv an Tad a sinifi hennezh a vez orin ar c'hrouadurioù, an hini a zo dreist pep tra, an aotrouniezh holl-c'halloudeg hag un diwaller war un dro. Ouzhpenn-se, Doue an Tad a zo sellet outañ evel ur boud divent, hollc'halloudek, hollouiziek, holl-vezant a vez ken didermen e c'halloud hag e garantez. Hervez teologiezh ar Gristenien,ar mab-den ne c'hell ket kompren Doue an Tad ez klok . Da skouer, pa oa o paouez skrivañ e ''Summa Theologica'', [[Tomaz Akwino|sant Tomaz Akwino]] e glozas en ur embann n'en doa ket komprenet Doue an Tad c'hoazh.
 
An doare da ginnig Doue en arzoù -difennet groñs gant ar [[yuzevegezh]] kentañ- a vo muioc'h-mui diorroet dre al livaj hag ar gizellerezh. Doue an Tad a vo kinniget e doareoù disheñvel an eil diouzh egile : evel ul luc'h pe evel un den deuet en oad gant ur barv gwenn. Diazezet eo an doareoù-se war testennoù ar [[Bibl]].