Eleonora di Toledo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Linenn 2:
'''Eleonora di Toledo''' ([[1519]]–[[1562]]), e [[spagnoleg]] '''Leonor Álvarez de Toledo''', anvet ivez a-wechoù ''Eleonora da Toledo'', merc'h da b-[[Pedro Alvarez de Toledo]], [[markiz]] [[Villafranca]] ha [[besroue]] [[Naplez]], a zimezas da g-[[Cosimo Iañ de' Medici]] hag a voe [[dugez]] [[Firenze]].
 
Eurediñ a reas Eleonora da g-[[Cosimo Iañ de' Medici]] e [[1539]], pa oa en he 17 vloaz. Edo Cosimo o klask ur bried d'e sikour da greñvaat e bouez politikel. He c'havout a reas gant merc'h nemeti besroue Naplez, eus un tiegezh pinvidik evel ar mor hag he zad unan eus an dud pouezusañ a oa en Itala d'ar poent. Gant an dimeziñ-se e teue en tiegezh Medici ar gwad uhel a vanke c'hoazh evit bezañ a live gant roueed Europa, hag ouzhpenn liammoù gant kurunenn Spagn, a dennfe he soudarded eus e zouaroù .
 
Ouzhpenn da se eo brudet Eleonora evel unan eus kaerañ merc'hed hec'h amzer: meleganez he daoulagad glas, he dremm un hirgelc'h disi, dous hec'h enebañs ha meurdez enni... Hoalusañ gwreg an tiegezh abaoe [[Lucrezia Tornabuoni]].
 
Gant he zad e voe kaset da Firenze da lidañ an eured . Eno en em gavas gant danvez he fried, en e ugent vloaz, evit ar wech kentañ e [[villa di Poggio a Caiano]]. Graet e voe an eured war an ton bras en iliz [[Santa Maria Novella]], ha fest a voe war-lerc'h.
 
== He bugale ==