Friederike Dorothea von Baden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 9:
 
Eurediñ a reas d'an 31 a viz Here 1797, e [[Stockholm]], da [[Gustav IV Adolf]] , roue Sveden ha [[Finland]]. Aozet e oa bet an eured gant he fried, dre ma oa c'hoar da impalaerez Rusia, peogwir e kave dezhañ e oa un doare emglev gant Rusia, petra bennak ma en devoa nac'het dimeziñ a-raok d'an dugez-veur [[Alexandra Pavlovna Rusia]] na falveze ket dezhi kemmañ he relijion, ha d'an dugez [[Louise-Charlotte von Mecklemburg-Schwerin]], ha ne oa ket gwall vrav, hervez a oa bet kontet dezhañ. <br />
Kontet eo ar priedoù da vezañ bet evurus an eil gant egile. Met ne oa-hi ket troet kement hag he fried gant ar c'hoari daou . Eñ a blije dezhañ chom e kambr e wreg da c'hoari koukoug ganti, hag ur wech o doa ranket kannaded ar Breujoù mont d'e zirenkañ p'edo e-kreiz un abadenn ken o devoa pedet anezhañ da vont da welout e [[serc'h]] gant aon e skuizhje yec'hed ar rouanez.
 
Displijet-bras e oa bet ar rouanez gant doareoù laosk lez Sveden, ha lavarout a reas d'he ziegezh nevez e oa souezhet o welout e oa « '' ur serc'h da bep hini '' » hag o klevout e oa troet he [[c'hoar-gaer]], an dugez [[Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp]], gant merc'hed koulz ha gant gwazed.