Runoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: , → , (7) using AWB
D corr using AWB
Linenn 38:
|}
 
Ar runoù enskrivet ouzh ar pezhioù kentañ bet kavet a roe anv an artizan, pe hini ar perc'henn. A-wechoù e chomont kevrinus avat. Diwar-se e c'heller soñjal e oa ouzhpenn un doare skrivañ eus ar runoù kentañ, arouezioù hud a vije bet diouto bet implijet e tilsamoù. Lod a lar e vijent bet implijet gant diouganerien. N'eus netra o prouiñ avat e vijent bet implijet en doare-se. An anv « run », kar d'ar ger keltiek « rin » a dalvez « kuzh », « kevrinus », « misterius »,. Ar wrizienn-mañ a gaver er ger Brezhoneg « kevrin » . An dra-mañ a rofe da grediñ e oa un implij kuzh gant ar runoù, pe da nebeutañ ne oant implijet nemet gant un nebeut tud desket.
An diouer a ouiziegezh istorel war implij ar runoù n'eus ket miret ouzh skrivagnerien 'zo da adsevel doareoù diouganiñ diwar an nebeut fedoù a zo anavezet. Diazezet int kamm digamm war anvioù runoù adsavet ha levezonioù diavaez.
 
Linenn 54:
[[Restr:Elder futhark inscriptions.png|thumb|267px|Kartenn al lec'hioù ma zo bet kavet enskrivadurioù Henfuthark.]]
 
Implijet e oa an Henfuthark evit skrivañ an Henc'hermaneg. 24 run a oa a ranner etre tri strollad eizh. Pep strollad a vez graet ætt dioutañ (koskor) . Ar skrid koshañ o tiskouez ar 24 run Henfuthark a zo bet engravet 400 bloaz G.J.K. ouzh maen Kylver e Gotland e Bro Sveden. Setu ar 24 run Henfuthark:
 
{|
Linenn 180:
[[Restr:Dalrunor.svg|410px|thumb|Runoù Dalekarlia.]]
 
Hervez Carl-Gustav Werner e veze kavet e rannvro Dalarna e Bro Sveden ur meskaj runoù ha lizherennoù latin. (Werner 2004,p 7) . Runoù Dalekarliat a gaver adalek ar 16vet kantved hag implijet e voent betek an 20 vet kantved. N'eo ket sklaer hag eñ int bet implijet a-viskoazh pe hag eñ eo deut en-dro ar c'hiz e-kerz an 19vet pe an 20vet kantved diwar tud o dije desket ar runoù e levrioù. Implijet e oant dreist-holl evit skrivañ Elfdalieg, ur yezh skandinavek en arvar d'an deiz hiziv ha chomet tost tre diouzh an Hennorseg.
 
 
Linenn 198:
Gant J.R.R. Tolkien e voent implijet kalzig e Bilbo an Hobbit da skouer evit skeudenniñ kartenn avanturioù Bilbo, en Aotrou ar Gwalennoù (Lord of the Rings) e kaver runoù ouzh bez Balin e Bro-Voria, ha titouroù e-leizh a gaver war o fenn e stagadennoù ar romant. Gant Runoù e ra Tolkien met saozneg a skriv ganto.
Jules Vernes en deus bet graet gant runoù en e levr Beaj e kreiz an Douar. Kregiñ a ra an istor gant un dornskrid kozh e runoù lec'h ma kaver anv eus un toull kevrinus e Bro [[Island]] a gas war-zu kreiz an douar. Gant Jules Verne eo al latin avat zo implijet evit ar skrid e runoù.
E daou levr e voe meneget ar runoù gant J.K. Rowling. Hermione Grandger unan eus tudennoù pennañ levrioù [[Harry Potter]] a studi ar runoù adalek he zrede bloavezh e skolaj [[Hogwarts]] . Er seizhvet levr e resev digant ar c'helenner Dumbledore aet da anaon, ur skouerenn e runoù eus The Tales of Beedle the Bard, (Konchennoù ar Barzh Bidel )
.Runoù hud a gaver meneget ivez e Le Livre des Etoiles un dastummad tri levr gant ar skrivagner evit ar re yaouank Erik L'homme.
Er serienn skinwel Stargate SG-1 e vez implijet runoù evit skrivañ gant ar ouenn estren-douar Asgard.
Linenn 227:
[[Restr:Bundesarchiv Bild 183-2007-0705-500, Guido von List.jpg|thumb|Guido von List, 1913]]
 
Tad an ezoteregezh e Bro Alamagn hag Aostria eo ar skrivagner Guido von List en 19vet ha deroù an 20vet kantved..Troet tre e oa gant ar gevrinegezh . E 1908 ez embannas al levr Das Geheimnis der Runen (Kevrinoù ar Runoù) . Ennañ e kaver an 18 run Armanat. Diazezet int war ar runoù Futhark Diwezhañ. Hervez List e oant bet diskuliet dezhañ pa oa deut da vezañ dall pad ur prantad goude ma vije bet oberetet e zaoulagad diouzh ar c'hatarakt e 1902.
Ur stêr ezoterek a vefe gant ar runoù ivez hervez Sigurd Agrell (1881-1937) bet kelenner e Skol-Veur Lund e Bro Sveden. Diazezet en doa teorienn Uthark e 1930. Hervezañ e vefe rineget pe enkriptet ar runoù hag ur stêr kuzh a vefe diskuliet en ur blasañ ar run kentañ F da ziwezhañ, alese an anv Uthark. Ne oa ket bet degemeret e deorienn gant bed ar studioù runek met berzh a reas e touez ar strolladoù ezoterek.
Brud a gavas en-dro teorienn Agrell gant Keneth Meadows en e levr Rune Power e 1995. Adimplijet e voe gant ar skrivagner ezoterek svedat Thomas Karlson en e levr Uthark: Nightside of the Runes. Diazet en deus un Urzh Hudourien a ra diouto Ordo Draconis et Atri Adamantis pe Dragon Rouge. Levezonet en deus ar strolladoù sonerezh Heavy Metal Therion ha Shadowseeds.