Alessandro de' Medici (dug Firenze) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 6:
Abalamour d'e lesanv '''il Moro''' e kreder e c'hallfe bezañ bet ganet gant ur vatezh hiron a laboure evit an tiegezh [[Medici]], anvet [[Simonetta da Collevecchio]], hervez tud all e oa mab d'ur goueriadez roman. Teñval e oa liv e zremm ha netra ken.
 
Pa voe trec'het ar [[Repubblica fiorentina]] gant an arme spagnol e teuas da vout mestr Firenze, hervez un emglev etre ar [[Klemañs VII (pab)|pab]] hag an impalaer [[Karl V]], diwar-goust e genderv [[Ippolito de' Medici]] .
 
Kerkent ha kemeret ar galloud e klaskas kemmañ an ensavadurioù republikan, goude ma ranke doujañ dezho hervez ar feuremglev a oa bet sinet goude da Firenze kodianañ. Gant e genderv Cosimo, a reno war e lerc'h, e vint kemmet da vat. Degas a reas da Firenze boazioù eus lez an impalaer Karl V, ma en devoa bevet atav, evel pourmen gant [[halabard]]erien hag a sponte tud Firenze.
 
Reiñ a reas doare ur briñselezh d'e c'houarnamant, ha skarzhañ an arouezioù hag ensavadurioù kumunel, a oa karet gant tud Firenze. Kargañ a eure [[Benvenuto Cellini]] (a ra anv a se en e emvuhezskrid) da brientiñ ur moneiz gant e boltred . Alessandro a c'hourc'hemennas, en desped d'ar feuremglevioù, ma vije dastumet armoù ar geodedourien. Daoust da se e voe drouklazhet gant unan ag e gerent, [[Lorenzino de Medici]].
 
== Dimeziñ ha bugale==