Diforc'hioù etre adstummoù "Gilles Le Bigot"

D
corr using AWB
D
D (corr using AWB)
==Buhez==
Ganet eo '''Gilles Le Bigot''' e [[Sant-Brieg]] e 1959. Desket en deus Brezhoneg gant e dud. Kroget eo da c’hoari gitar e 1972 d’an oad a 13 vloaz. Desket en deus e-unan da son [[gitar]]. Desket en deus c’hoari en [[open tuning]]. Er bloavezhioù ‘75 en deus dizoloet ar muzik Keltiek e-barzh strolladoù brudet evel [[Planxty]], Bothy Band , Clannad hag [[Alan Stivell]]. Dizoloet en deus ar festoù-noz da gentañ evel dañser hag goude evel soner en ur seniñ da heul ar “Pillotouses” e 1976 hag goude e-kreiz ar strollad [[Galorn]] e 1978 . Bremañ ez a kant gwech bep bloaz war ar leurenn en ur ober ur bloavezh. Setu bremañ ar 7 strollad e-lec’h ma son Gilles Le Bigot : Fiddle Rendez-vous, « Empreintes », [[Skolvan]], Gilles Le Bigot – [[Gerry O’Connor]], Gilles Le Bigot –[[Soaig Siberil]] hag an [[Dizano Trio]].
 
==Ar pezh en deus graet Gilles Le Bigot==
*1984 : Krouet eo bet ar strollad [[Skolvan]] gant [[Youenn Le Bihan]]. Kregiñ a ra Gilles Le Bigot e respet evel soner a-vicher.
*1985 : Kentañ tro ez eas Gilles Le Bigot gant Serge Désaunay d’ar Stadoù Unanet.
*1986: Respet a reas Gilles le Bigot er Strollad [[Kornog]]. Mont a reas goude d’ober tro e Europa hag er Stadoù Unanet . E 1987 kentañ pleustradegoù gant Y.F.Kéméner]].
*1988 : Krouidigezh ar strollad [[Barzaz]] gant [[Jean Michel Veillon]] ha Y.-F. Kemener. Ar strollad-mañ zo sikouret gant [[Alain Genty]] ha [[David Hopkins]]. Ne oa ket ken eus ar strollad-mañ e 1993.
*1991 : Kemer a reas perzh en e bladenn gentañ La LUCH . Respet a reas Gilles Le Bigot e 1999.
*1992 : Krouidigezh triad [[Elixir]]. Ar strollad-mañ a baouezas e 1996.
*1993 : Kroget eo Gilles da señin gant [[Dan Ar Braz]] en Heritage Des Celtes, kroget o deus ad'r 24 a viz Gouere 1993 e [[Kemper]]. Ar veaj a baouezas e miz Meurzh 2002 e [[Pariz]] goude daou trec’h eus ar sonerezh ha muioc’h evit ur millon a bladennoù gwerzhet. Er bloavezh-se ivez e krogas Gilles da labourat gant strollad [[Bagad Kemper]] betek 2000.
*1997 : E Genver ez eas Gilles le Bigot da Iwerzhon da enrollañ ur bladenn .
*1998 : Gilles a yeas da señin gant [[Manu Lanhuel]] envit un nebeud sonadegoù hag evit enrollañ ur bladenn anvet « Ile Elle ».
*2002 : Goude kalz a vloavezhioù gant ur bern strolladoù, Gilles Le Bigot a gemer an diviz da enrollañ dindan e anv ar bladenn [[Empreintes]] . Ur strollad 7 soner.
*2005 : Krouidigezh : Le Bigot / Siberil , Le Bigot / O’ Connor , Le Bigot / Veillon hag kenderc’hel a ra c’hoazh da son e strollad Skolvan.
 
7 532

modifications