Pepin Iañ Akitania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: , → , using AWB
D corr using AWB
 
Linenn 5:
Pa voe ganet e hantervreur [[Karl Voal|Karl]] e 823 e savas bec'h etrezañ hag e dad, hag e reas emglev gant e vreudeur, [[Loeiz Germania]] ha [[Lotar Iañ|Lotar]], ha gant Wala (war-dro 765- † 836), mab da [[Bernez (mab da Garl Martel)|Vernez]], kenderv da Garl Veur. En em sevel a reas e 830, ha kerzhout war-du Paris, gant skoazell tud [[Neustria]]. Edo e dad o tistreiñ eus Breizh gant e arme, ha tapet e voe e Compiègne gant Pepin. Nemet n'eas ket an emsavadeg da benn-vat.
 
E 832 en em savas Pepin en-dro gant e vreur Loeiz Germania. Edo o zad gant e arme en Akitania, met kuit ez eas ac'haleno pa glevas keloù eus emsavadeg Bavaria gant e vab Loeiz. Pepin a gemeras Limoges ha douaroù all . Er bloaz goude e teuas e vreur Lotar da gemer perzh en emsavadeg. Gant skoazell Ebbo, arc'heskob Reims, e voe diskurunennet o zad ganto e 833. Koulskoude ne blijas ket emzalc'h Lotar dezhañ, ha harp a roas d'e dad pa voe adanvet da impalaer d'ar 1añ a viz Meurzh 834. Hag eñ en-dro da Akitania da roue .
 
Mervel a eure d'an [[13 a viz Kerzu]] [[838]] e [[Poitiers]], ha beziet e voe e Sainte-Croix. Loeiz an Deol a anvas e bevare mab, [[Karl Voal]], da roue, met dilennet e voe mab Pepin gant uhelidi Akitania. Ha [[Pepin II]] da ren war-lerc'h e dad.