Blanche-Nef : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Linenn 8:
 
==Peñse ==
Ar ''Blanche-Nef'' a oa ul lestr nevez, perc'hennet gant [[Thomas FitzStephen]], hag e dad Stephen a oa bet kabiten a vor evit [[Gwilherm an Alouber]] pa aloubas Bro-Saoz e [[1066]]. Kinnig a reas d'ar roue [[Herri Iañ (Bro-Saoz)|Herri Iañ]] mont en e lestr da zistreiñ eus [[Barfleur]] da Vro-Saoz . Herri avat en doa kemeret diarbennoù all, ha kinnig a reas e savje e vab [[William Adelin]] war al lestr en e lec'h. Met pa loc'has al lestr en deñvalijenn ez eas an tu babourzh da skeiñ ouzh ur garreg ( a c'haller gwelout c'hoazh) ha mont a reas ar vatimant d'ar strad
 
Ne chomas bev nemet ur c'higer eus [[Rouen]], hag a voe tennet eus an dour gant pesketaerien diouzh ar beure : esaveteet e vije bet gant e vaoutken tev a zalc'has tomm dezhañ.