Barbara Campanini : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 8:
En 1739 e oa 18 vloaz ha dañsal a reas e Pariz e-barzh ''[[Les Fêtes d'Hébé]]'', c'hoarigan savet gant [[Jean-Philippe Rameau|Rameau]], pa oa ar c'horollerezed brudet [[Marie-Anne de Camargo]] ha [[Marie Sallé]] o vont kuit.
 
Goude ez eas da Londrez, makorollas e [[Royal Opera House|Covent Garden]] ha da Zulenn. Distro e oa e Pariz e 1743. Pedet e voe da vont da Verlin gant ar roue [[Frederig II]]. Eno e labouras eus 1744 da 1748. A-raok mont avat ez eas da Venezia gant he fried-kleiz [[Stuart de Mackenzie]], ma rankas arroue c'hoari warni evit ma teuje d'e vro. Pa erruas e Berlin e voe roet ur renk uhel dezhi hag ur gopr bras. Hervez a voe kontet e voe serc'h d'ar roue, e-touez meur a hini all. A-benn ar fin e timezas da [[Carl Ludwig von Cocceji]], mab da [[Samuel von Cocceji]], e 1749, hag anvet e voe he gwaz da gannad . Kuitaat a reas al leurinier e 1749, hag ar [[Pantaloncina]] a gemeras he lec'h.
Dizimeziñ a reas e 1788. E 1789 e voe anvet da gontez. Legadiñ a reas hec'h arc'hant d'un ensavadur evit merc'hed paour eus an noblañs, a badas betek ar [[Brezel-bed kentañ]].