Irienn ar Re Pazzi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Difaziet eo bet ar c'hemmadurioù hag adlennet eo bet pep tra.
Dizober kemmoù 1851037 a-berzh 80.215.212.46 (kaozeal)
Tikedenn : Dizober
Linenn 8:
[[Image:Lorenzo de' Medici-ritratto.jpg|thumb|200px|right| ''Poltred [[Lorenzo de' Medici]]''.]]
 
E-kreiz buhez bolitikelpolitikel Firenze edo an tiegezh Medici, ha meur a irienn en devoa bet da ziarbenn : [[Cosimo de' Medici]] a oa bet harluet daou vloaz dre abegoù politikel ; e vab [[Piero il Gottoso]] en em dennas dre vurzhud eus un arsailhadenn aozet gant [[Luca Pitti]] p'edo war e hent da'r [[villa di Careggi]] ; ar pab Medici [[Leon X]] a dlee bezañ lazhet gant e vedisin, dindan levezon un dornad [[kardinal]]ed enebourien, ha [[Cosimo Iañ de' Medici]] a vo darbet dezhañ dastum plomm en e lêr o tremen dirak ar [[Palazzo Pucci]]. <br />
Irienn ar Re Pazzi koulskoude eo an hini nemeti a zeuasdeuas a-benn da lazhañ ur Medici, heuliadoù padus a voe, ha chom a reas an deiz-se en eñvor tud Firenze. <br />
 
Abaoe marv [[Piero il Gottoso]], e [[1469]], e oa dalc'het kêr gant e vibien Lorenzo a oa neuze 20 vloaz, ha Giuliano, a oa 17. Lorenzo a heulie a dost buhez bolitikelpolitikel ar gêrkêr gant an hevelep doareoù hag e dad-kozh [[Cosimo il Vecchio]], da lavarout eo hep sammañ kargoù e-unan met o ren war ara c'hargoù a veze roet da dud a fiziañs.
=== Enebourien d’an tiegezh Medici ===
Linenn 17:
[[Image:Federico da Montefeltro.jpg|thumb|200px|[[Federico da Montefeltro]], poltredet gant [[Piero della Francesca]].]]
An Tiegezh Pazzi a oa un tiegezh kozh eus [[noblañs]] kêr Firenze, a orin eus [[Valdarno]], ma oa e zouaroù, hag enebet ruz ouzh an tiegezh Medici.
Brud a oa war an anv, een 1099 edo Pazzino de Pazzi o vrezeliañ er GroaziadegGroaizdeg kentañ, hag eñ eo ar marc’heg kristen a gerzhas da gentañ een kêr Jeruzalem). Er XV<sup>vet</sup>Xvvet kantved e oa unan eus koshañ ha pouezusañ tiegezhioù Firenze, arouez an urzh kozh ma veze an noblañsed o ren e republikoù Italia.
 
Ar re Medici avat a oa erruet e kêr nevez a oa, noblañsed ne oant ket, nevez e oa o finvidigezh hag o galloud, ha ren a raent Firenze. Bec’h a oa da c’hortoz. Koulskoude e oa dimezet [[Bianca de' Medici]], [[merc'h]] [[Piero]] ha [[c'hoar]] [[Giuliano de' Medici|Giuliano]] ha [[Lorenzo il Magnifico|Lorenzo]] da Guglielmo de Pazzi, met ne oa ket bet trawalc’h da lazhañ tan ar gasoni er c’halonoù.
 
Galloud ar re Medici a oa kresket diwar-goust frankizioù [[Republik Firenze]], a gave d’o enebourien, sede neuze ar re bPazzi o kemer penn un irienn da zistroadañ ar re vMedici, ha da gemer o lec’h e penn ar republik.
<br />
N'eo ket an tiegezh Pazzi a voe pennaozer an irienn avat. Ar re [[Salviati]] eo, a oa e-kreiz an afer hag a oant arc'hantourien ar pab e Firenze, eo a oa e-kreiz an afer. N'eo ket sur e teuas ar soñj eus Firenze ivez. Marteze e teuas eus Roma, eus penn ar pab.
 
Ar pab [[Sist IV]] [[Della Rovere]] a oa un enebour touet d'an Tiegezh Medici. Techet e oa, ken e oa, da reiñ kargoù hag enorioù d'e gerent ([[nepotegezh]] a vez graet eus se). Dilennet e oa bet e 1471, ha bec’h en doa gant ar re Medici diwar-benn kêrioù [[Imola]] ha [[Faenza]], a oa e dalc'h [[Milano]], hag en devoa c’hoant da brenañ da reiñ d’e niz muiañ-karet [[Girolamo Riario]]
Linenn 34:
Salviati ha Francesco de' Pazzi a aozas ur steuenn da zrouklazhañ Lorenzo ha Giuliano de' Medici. Riario avat a chomas e Roma.
 
Anavezet e oa ar mennad : ar pab, a-hervez, en devije lavaret : ''Mat eo din, keit ma ne vo lazhet den''. En 2004 e voe kavet ul lizher kuzhskrivet, e dihelloù an tiegezh [[Ubaldini]] gant an istorour [[Marcello Simonetta]] a gelenne neuze er [[Wesleyan University]] een [[Connecticut]], ha diguzhlennet. Anat e oa e oa bet [[Federico da Montefeltro]], Dug [[Urbino]], [[lenneg]] brudet ha [[condottiero]] a-du gant ar [[Pab]], o kemer perzh en irienn hag en devoa kaset un armead a 600 soudard dirak Firenze, da c'hortoz an drouklazh.
 
Sixto a zibabas e niz Girolamo Riario evel gouarnour nevez Imola, ha [[Francesco Salviati (arc'heskob)|Francesco Salviati]] evel arc'heskob [[Pisa]], ur gêr a geveze gant Firenze a-raok hag a oa bremañ dindan galloud Firenze. Lorenzo a c'hourc'hemennas ouzh Pisa skarzhañ Salviati eus e garg.
=== An irienn ===
Unan eus ar c'hoshañ ha brudetañ dezrevell eus an darvoudoù a voe skrivet e [[latin]] gant [[Angelo Poliziano]] a oa bet test eus an darvoudoù.
Nevez zo ivez ez eus bet kavet lizhiri a broufe e oa bet kemeret perzh gant [[Federico da Montefeltro]], [[Dug Urbino]], en irienn.
 
==== An darvoudoù ====
Salviati ha Francisco de Pazzi a felle dezho lazhañ Lorenzo ha Giuliano de' Medici, an daou vreur a zalc'he ar Republik, ha dibennañ galloud an tiegezh Medici. Riario a oa chomet en Roma. Ar pab en devoa lavaret, hervez testoù : "Ma asant a roan, gant na vo lazhet den".
 
======Sadorn 25 a viz Ebrel 1478======
Da gentañ e oa mennet tud an irienn da lazhañ [[Lorenzo de' Medici|Lorenzo]] ha [[Giuliano de' Medici|Giuliano]] en ur banvez aozet er [[Villa Medicea di Fiesole]] (e [[Fiesole]] ) da [[Sadorn Fask]], en enor da [[Raffaele Riario]], nevez anvet da gardinal da 18 vloaz, dic'houzvez eus an irienn. [[Jacopo de' Pazzi]] en devoa degaset kontamm da lakaat er gwin roet d'evañ d'an daou vreur. <br />
Giuliano avat ne deuas ket d'ar banvez dre ma oa dihet.
 
Linenn 53:
======Sul 26 a viz Ebrel 1478 ======
 
En deiz war-lerc'h, Sul Fask, [[26 a viz Ebrel]], edo ar vreudeur hag an iriennerien en oferenn, nemet ar Montesecco, a nac'has ober trubarderezh en ul lec'h santel. Daou veleg a gemeras e lec'h : [[Stefano da Bagnone]] hag ar vikel abostolel [[Antonio Maffei da Volterra]]. Bepred e oa dihet Giuliano. [[Bernardo Bandini]] (ar c'hlezeour a ranke ober e stal da Giuliano) ha [[Francesco de' Pazzi]] a reas o soñj mont d'e arbenn. prenderlo personalmente. War an hent etre ar [[Palazzo Medici]] ha [[Santa Maria del Fiore]], e voe briataet Giuliano gant an iriennerien da c'houzout ha dougen a rae ur porpant-houarn dindan e zilhad, met ar Medici, abalamour ma en doa ur [[garad|c'harad]], a oa deuet er-maez hep ar gwisk-se, ha hep e "gentile", al lesanv a rae eus e [[kontell|gontell]]-chase, dre ma stoke ouzh e c'har gloazet. Pa errujont en iliz e oa krog an oferenn.
 
E-kreiz an [[oferenn-bred]], da vare ar [[Gorreoù]], pa oa daoulinet Giuliano ha Lorenzo evel an holl, e lammas warne [[Francesco de Pazzi]] hag e gompagnuned, ur beleg en o zouez : 19 taol kontell a voe roet da Giuliano, a gollas e wad hag a varvas. Lorenzo a voe gloazet, hag a gavas repu, gant e gamarad [[Angelo Poliziano]] ha daou floc'h, Andrea ha Lorenzo Cavalcanti, er sakristiri.
 
Giuliano a voe beziet e [[San Lorenzo (Firenze)|San Lorenzo]], a voe [[Sagrestia Nuova]] [[Michelangelo]].
 
 
Linenn 63:
==== Dial====
[[File:Retrato de Bernardo di Bandino Baroncelli executado.jpg|thumb|upright=0.7|[[Leonardo da Vinci]], korf an irienner Bernardo di Bandino Baroncelli (1479)]]
Buan e voe gouvezet piv e oa an iriennerien ha kastizet e voent kerkent : krouget e voe arc'heskob Pisa, klasket ha kavet e voe Jacopo, Renato ha Francesco de Pazzi, ha lakaet d'ar marv. Guglielmo de Pazzi, pried da [[Bianca de' Medici]], a voe harluet.
 
 
Linenn 71:
=====Heuliadoù rak-tal=====
 
[[Jacopo de' Pazzi]] ne oa ket engortoz eus emzalc'h pobl Firenze. Papa erruas er [[Piazza della Signoria]] gant ur strollad tud war varc'h o youc'hal "''Libertà!''" e krede e vije graet degemer brav dezhañ. E-lec'h kement-se en em gavas dirak un emsavadeg a-enep d'an iriennerien.
 
<!--En [[2004]] e voe kavet ul lizher e dihelloù an tiegezh Ubaldini gant Marcello Simonetta, un istorour.-->
 
[[Jacobo de Pazzi]] a voe taolet dre ur prenestr ha peurlazhet gant an engroez, stlejet e gorf noazh dre gêr ha taolet er stêr [[Arno]]. An tiegezh Pazzi a voe tennet digantañ e vadoù en Firenze, ha distrujet kement merk eus e anv. An arc'heskob Salviati, a voe krouget, en desped d'e garg uhel, ouzh mogerioù ar [[Palazzo Vecchio]]. [[Bernardo Bandini Baroncelli]] a glaskas tec'hel da [[Konstantinopolis]], met ne zeuasdeuas ket a-benn eus e daol, ma voe tapet ha krouget ivez ; un dresadenn eus e gorf e-skourr a voe graet gant al livour [[Leonardo da Vinci]].
 
==Lennegezh==