Irienn ar Re Pazzi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempennig
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
[[Image:Federico da Montefeltro.jpg|thumb|200px|[[Federico da Montefeltro]], poltredet gant [[Piero della Francesca]].]]
An Tiegezh Pazzi a oa un tiegezh kozh eus [[noblañs]] kêr Firenze, a orin eus [[Valdarno]], ma oa e zouaroù, hag enebet ruz ouzh an tiegezh Medici.
Brud a oa war an anv, en 1099 edo Pazzino de Pazzi o vrezeliañ er GroaizdegGroaziadeg kentañ, hag eñ eo ar marc’heg kristen a gerzhas da gentañ en kêr Jeruzalem). Er XVvet kantved e oa unan eus koshañ ha pouezusañ tiegezhioù Firenze, arouez an urzh kozh ma veze an noblañsed o ren e republikoù Italia.
 
Ar re Medici avat a oa erruet e kêr nevez a oa, noblañsed ne oant ket, nevez e oa o finvidigezh hag o galloud, ha ren a raent Firenze. Bec’h a oa da c’hortoz. Koulskoude e oa dimezet [[Bianca de' Medici]], [[merc'h]] [[Piero]] ha [[c'hoar]] [[Giuliano de' Medici|Giuliano]] ha [[Lorenzo il Magnifico|Lorenzo]] da Guglielmo de Pazzi, met ne oa ket bet trawalc’h da lazhañ tan ar gasoni er c’halonoù.
Linenn 53:
 
======Sul 26 a viz Ebrel 1478 ======
 
En deiz war-lerc'h, Sul Fask, [[26 a viz Ebrel]], edo ar vreudeur hag an iriennerien en oferenn, nemet ar Montesecco, a nac'has ober trubarderezh en ul lec'h santel. Daou veleg a gemeras e lec'h: [[Stefano da Bagnone]] hag ar vikel abostolel [[Antonio Maffei da Volterra]]. Bepred e oa dihet Giuliano. [[Bernardo Bandini]] (ar c'hlezeour a ranke ober e stal da Giuliano) ha [[Francesco de' Pazzi]] a reas o soñj mont d'e arbenn. prenderlo personalmente. War an hent etre ar [[Palazzo Medici]] ha [[Santa Maria del Fiore]], e voe briataet Giuliano gant an iriennerien da c'houzout ha dougen a rae ur porpant-houarn dindan e zilhad, met ar Medici, abalamour ma en doa ur [[garad|c'harad]], a oa deuet er-maez hep ar gwisk-se, ha hep e "gentile", al lesanv a rae eus e [[kontell|gontell]]-chase, dre ma stoke ouzh e c'har gloazet. Pa errujont en iliz e oa krog an oferenn.
 
Linenn 59 ⟶ 58:
 
Giuliano a voe beziet e [[San Lorenzo (Firenze)|San Lorenzo]], a voe [[Sagrestia Nuova]] [[Michelangelo]].
 
 
 
==== Dial====