Job an Irien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
 
==Oberennoù==
Skrivañ a ra e-barzh ''[[Ya !]]'', ''"[[Le Progrès de Cornouaille]]"'', ''"[[Le Courrier du Léon]]"''. Embann a ra kronikennoù bep sizhun. Betek [[1982]] en doa skrivet kalz er ''[[Bleun Brug]]'', aet da get. Klevout a reerreoc'h anezhañ er skingomz "[[RCF Rivages]]" ivez, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a ra [[pirc'hirin]]adennoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ eo war dachenn ar sonerezh ivez : torkadoù kantikoù ha kantadoù e-leizh en deus embannet en e oberennoù evit an holl (''Ar Marh-dall, War warh ar mor)'', hag evit ar vugale ''([[Klask a ran]], [[Dremm an Aotrou]]...)''. Testennoù sakr e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a vez embannet kalz gantañ ivez (gwelet [[Ti embann Minihi Levenez|ti-embann Minihi Levenez]]). Prezidant ar gevredigezh [[Minihi Levenez]] eo.
Reiñ a ra Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù [[Diwan]] Penn-ar-Bed hag e lise [[Diwan]].