Jean-Philippe Rameau : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Mab e oa d'un ograouer ha skoliet e voe e skol ar Jezuited. Met goude 4 bloavezh studi, en em gouestlañ a ra d'ar sonerezh hepken. Donezonoù en deus evit 'pezh a sell ouzh ar sonerezh abaoe pell dija. Goude ur veajig e [[Italia]], gwareziñ a ra ograoù Notre-Dame e [[Avignon]], ha reoù iliz-veur [[Clermont-Ferrand]] da c'houde. Kantreal a reas etre [[Pariz]], [[Lyon]], [[Dijon]], ha Clermont-Ferrand adarre. e [[1723]], en em staliañ a reas e Pariz lec'h m'eo bet embannet dija e levr kentañ e [[1706]], ''Pièces de clavecin'', hag e ''Traité de l'harmonie'' e [[1722]]. Brudet evel ograouer, krav-kerdiner ha kelennour, ha goude embannadur un eil levr ''Pièces de clavecin'' e [[1724]], e teu da vezañ Jean-Philippe Rameau kelenner sonerezh ar verer-veur [[Alexandre Le Riche de La Pouplinière]]. Pinvidik ha trivliad, La pouplinière a ro e laz-senniñ hag e c'hoariva dezhañ, aesoc'h e vo da Jean-philippe Rameau mont en Opera bremañ. Adalek ar mare-se ha betek e varv e skrivo oberennoù drama. Deuet eo da vezañ sonaozour sonerezh "Kambr ar roue" e [[1745]] ivez.
 
Da 50 vloaz e grog da labourat war pezhioù-c'hoari. Betekhen e oa brudet evit e zegasadennoù e-keñver ar sonerezh met ivez evit e anaoudegezhioù kelennour. Skriv a raio ''Traité de l'harmonie réduite à ses principes naturels'' e [[1722]], ''Nouveau système de musique théorique'' e [[1726]], ''Génération harmonique ou Traité de musique théorique'' e [[1737]], ''Démonstration du principe de l'harmonie'' e [[1750]] ha ''Les nouvelles reflexions sur la démonstration du principe de l'harmonie servant de base à tout l'art musical'' e [[1752]], [[Jean Le Rond d'Alembert|D'Alembert]] a zivero hennez e-barzh ''Eléments de musique théorique et pratique suivant les principes de M. Rameau''. An oberenn-se a ziskouez en un doare skiantel reolennoù ar c'henson a-vremañ. Adalek [[1733]] e skrivo kalzig a oberennoù lourennek: trajediennoù, patoraloù harozel, komediennoù, operaoù-koroll ha korolloù.
Mervel a reas e [[Pariz]] e [[1764]] p'en doa 81 bloaz.