Emsavadeg ar Bonedoù ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 10:
Tammoù reuz a savas er memes mare e kêrioù evel [[Dinan]], [[Gwened]] hag e [[Roazhon]] muioc’h c’hoazh.
== Kenarroud ==
[[File:Papier-timbre-9-aout-1674.jpg|thumb|Papertimbr, Abati ar Groaz-Santel, Kemperle, d'an 9 a viz Eost [[1674]].]]
Ar roue Loeiz XIV en devoa ezhomm mammennoù nevez evit arc'hantaouiñ [[Brezel Holland]] ([[1672]]-[[1678]]), a zlee bezañ unan prim met a veze oc'h en em ledañ dre an amzer. Armeoù Frañs a oa bet stanket dre ma voe digoret ar skluzioù gant Hollandiz. Ouzhpenn da se, o [[morlu]] a oa kroget da lakaat seziz war an aodoù gall. Sparlet tamm-pe-damm e oa an hentoù dezougen, ar pezh a groge da vezañ drastus evit ar c'henwerzh e Breizh. Div wech e tilestras Hollandiz eno : er [[Ar Gerveur|Gerveur]] e [[1673]] hag e [[Groe]] e [[1674]]. [[Jean-Baptiste Colbert|Colbert]], maodiern an arc'hant da Loeiz XIV, a zivizas neuze sevel tailhoù nevez. Da gentañ feurm ar paper timbr, un tailh hag a voe lakaet e pleustr e miz Ebrel 1674. Ar paper-se a oa ret evit an holl skridoù justis (testamantoù, kevradoù gwerzh hag ar marilhoù ganedigezh) ; evit an dud foran e lakaas kresk war an oberiadurioù e-liamm gant ar justis, hag evit labourerien ar gwir e oa ur riskl da welet o danvez labour o vont war zigresk dre un niver bihanoc'h a oberiadurioù a-berzh ar bobl.