Anna Constantia von Brockdorff : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
A-benn ar fin, e 1705 e voe harluet ar briñsez Teschen eus al lez hag Anna Constantia a gemeras he lerc'h evel serc'h ofisiel .
 
En 1706 e voe savet da ''Gontez Impalaerel'' (''Reichsgräfin'') Cosel. Daou vloaz goude, e miz C'hwevrer 1708, e c'hanas merc'h Aogust, anvet ''Augusta Anna Constantia'' diwar anvioù he zad hag he mamm. Bloaz goude, en Here 1709, e c'hanas ar gontez ur verc'h all, Fredericka Alexandrine, ha tri bloaz goude, en Eost 1712, e voe ur mab, Frederick Augustus, diwar anv e dad, hagahag a zegouezhas dezhañ Gut Depenau a-berzh tud e vamm.
 
Hervez tud al lez e lakae Anna Constantia he fri e politikerezh ar vro betek re, hag e politikerezh Aogust e-keñver Pologn dreist-holl. Fellout a rae da Sachsen brotestant mirout ouzh o roue da dreiñ e selloù diwar Bologn gatolik, ar vro gollet gant ho roue goude ma oa bet faezhet gant [[Karl XII]], [[Roue Sveden]], e-pad [[brezel bras an Hanternoz]]. Anna Constantia a veze gwelet ivez evel un dañjer da Boloniz, dreist-holl pa voe klevet en devoa skrivet Aogust d'e bried-kleiz e promete eurediñ dezhi. uhelidi Pologn a glaskas neuze lakaat ur gatolikez e gwele ar roue, e-lec'h ar gontez
Hervez tud al lez e lakae Anna Constantia he fri e politikerezh ar vro betek re.
von Cosel, evit kaout an dizober anezhi. Ma kouezhas Agust en temptadur a-benn ar fin etre divvrec'h [[Maria Magdalena Bielinski]], kontez von Dönhoff.
 
Mervel a reas Anna Constantia e [[Stolpen]].
 
==Bugale==