Sándor Petőfi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Petőfi, livet gant [[Soma Orlai Petrich er bloavezhioù 1840]] '''Sándor Petőfi''' (pe '''Petőfi Sándor''' hervez ar boaz hungarek,..."
 
D corr using AWB
Linenn 1:
[[Restr: Orlai-petofi1.jpg|thumb|Petőfi, livet gant [[Soma Orlai Petrich]] er bloavezhioù 1840]]
'''Sándor Petőfi''' (pe '''Petőfi Sándor''' hervez ar boaz hungarek, distaget [{{IPA|ˈpɛtøːfi ˈʃaːndor}}]) ([[1añ a viz Genver]] [[1823]] - [[31 a viz Gouere]] [[1849]]) a oa ur barzh [[hungarek]] hag a seller outañ evel [[barzh]] broadel [[Hungaria]]. Unan eus pennoù bras [[Dispac'h Hungaria e 1848]] e voe. Gantañ e voe skrivet ''[[Nemzeti dal]] '', ur varzhoneg hag a lakaas an Dispac'h da darzhañ, diouzh a lavarer.
 
Linenn 7:
E Pest e taremprede tud yaouank all, lenneien ha studierien, hag en em gave kenetrezo alies da gas an hungareg war-raok evel yezh lennegel, e-lec’h an alamaneg. Ar [[c'hoariva]] a-vicher kentañ en hungareg (Pesti Magyar Színház) a voe digoret da neuze, e 1837. Bez’ e voe Petőfi e-touez pennoù an Dispac’h a darzhas e miz Meurzh 1848. Kemer a reas perzh er skrid anvet ''12 Pont'' (12 poent, goulennoù graet ouzh an [[Tiegezh Habsburg]]) ha sevel a reas ur varzhoneg anvet ''[[Nemzeti dal]]'' hag a seller outi evel uhelboent e oberenn.
 
[[Restr: Nemzetidal.jpg|thumb|E varzhoneg ''Nemzeti dal'']]
Lennet e voe e varzhoneg gantañ dirak ar bobl emsavet e Pest, d’ar [[15 a viz Meurzh]] [[1848]], da c'helver an dud da stourm evit dizalc’hiezh Hungaria. Goude-se e kemeras perzh en emgannoù. Mont a reas Petőfi diwar wel en emgann [[Sighișoara|Segesvár]] ([[Sighișoara]] bremañ), un emgann a-enep ar Rusianed deuet da sikour an [[Tiegezh Habsburg|Habsbourged]]. Eno, d’an 31 a viz Gouere 1849, e stourme e-kichen ar jeneral [[Józef Bem]], un dispac’her polonat divroet. Moarvat e voe lazhet e-pad an emgann, evel m’en doa diouganet e-unan en unan eus e varzhonegoù. Abaoe e seller outañ evel un [[haroz broadel|haroz]] hag ur barzh broadel.<ref>Illyés, Gyula. Jean Rousselot (trad.). ''Vie de Petőfi'' (e galleg). Gallimard, Pariz, 1962</ref>