Hernando de Soto (konkistador) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
 
Linenn 1:
[[Restr: De Soto by Telfer & Sartain.jpg|thumb|right|250px|Hernando de Soto.]]
'''Hernando De Soto''' (ganet e [[1496]] pe [[1497]] – marvet d’an [[21 a viz Mae]] [[1542]]) a oa un ergerzher ha [[konkistador]] [[spagn]]ol. Gantañ e voe renet an ergerzhadenn gentañ gant Europiz e diarbarzh an douaroù a zo deuet da vezañ [[Stadoù Unanet Amerika]] ([[Florida]], [[Georgia]], [[Alabama]] hag [[Arkansas]]). An Europad kentañ e voe o treuziñ ar [[Mississippi (stêr)|stêr Mississippi]].
 
Linenn 10:
Anvet e voe gant ar roue [[Carlos Iañ]] da c’houarnour e [[Kuba]], e 1538, ha karget e oa ivez eus douaroù [[Florida]] (an anv-se a raed da neuze eus an douaroù a oa en norzh da Guba, war an douar-bras, hep lakaat harz ebet dezho e diabarzh ar vro). Bamet e oa Hernando de Soto gant ar pezh en doa klevet war ergerzhadenn [[Pánfilo de Narváez]] war aodoù Florida, e 1527-1528. Bodañ a reas lod eus an dud a oa deuet gantañ da Guba ha kuitaat a reas porzh [[La Habana]] d’an 18 a viz Mae 1539 evit mont da Florida. D’an 30 a viz Mae e tilestras war aod Florida en ul lec’h a voe badezet gantañ ''Espiritu Santo'' hag a oa el lec’h m’emañ bae [[Tampa (Florida)|Tampa]] bremañ, war aod kornôk ledenez Florida. Mont a reas war-zu an norzh ha tizhout menezioù an [[Appalachoù]] e miz Mae 1540. A-hed o ergerzhadenn en em gave ar gonkistadored gant [[Amerindianed]] ha ne veze ket bepred didrubuilh an darempred. O klask madoù, pinvidigezhioù ha douaroù strujus edo ar Spagnoled, ha ne gavent nemet emgannoù.
 
[[Restr: DeSoto Map HRoe 2008.jpg|thumb|An hent bet graet gant tud Hernando de Soto, hervez an istorourien]]
Goude bezañ graet hent war-zu ar c’hornôg en em gavas an dud a chome gant Hernando de Soto dirak ur [[stêr]] vras, ledan ha leun a besked, hag a voe anvet ganto ''Rio Grande'' pe ''Rio Espiritu Santo''. Dirak ar stêr [[Mississippi (stêr)|Mississippi]] e oant erruet, d’an 8 a viz Mae 1541. Savet e voe bagoù ganto da dreizhañ ar stêr ha kenderc’hel gant o hent war-zu ar c’hornôg. Tremen a rejont ar goañvezh 1541-1542 war lez ar stêr [[Arkansas (stêr)|Arkansas]]. Diaesoc’h-diaesañ e oa dezho kavout o hent ha kavout boued. Distreiñ a rejont war-zu ar stêr Mississippi.