Kastell Susinioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
==Istor==
En deroù an XIII{{vet}} kantved e oa Breizh e-barzh tachennad levezon ar [[Bro-Saoz|Rouantelezh saoz]] betek e voe lazhet an dug [[Arzhur Iañ|Arzhur I<sup>añ</sup>]] e [[1203]]. O vezañ ma oa bet lakaet e c'hoar en toull-bac'h e Bro-Saoz e voe graet eus [[Alis Breizh]] pennhêrez kurunenn an dugelezh gant baroned ha preladed Vreizh. En ur ober e vad eus an degouezh-se e soñje roue Bro-C'hall liammañ Breizh gant e c'halloud dre aozañ un eured etre e genderv [[Pêr Iañ (Breizh)|Pêr I<sup>añ</sup> Breizh]] hag ar bennhêrez kerkent ha [[1213]]. Setu penaos e teuas an dug yaouank da vezañ gwarnour an dugelezh ha setu pegoulz e voe savet war ar seblant ar maner kentañ adalek 1213 ha 1237. Evi gwir e voe meneget Susinioù evit ar wech gentañ en ul lizher eus Pêr a Zreux e 1218, nemet ne oa resisaet natur ar lec'h-annez. Bezañs ur raksavadur hepken, ha n'eo ket gwall anavezet hiriv an deiz c'hoazh, a c'hall bezañ aliet dre un nebeut arverkoù arkeologel, en o zouez e oa un nebeut diazeadurioù a perzh eus tenneris norzh an XIII<sup>vet</sup> kantved. Galloud a reer soñjal e oa ar c'hastell un <nowiki>''ostaleri chaseal'' tost da Gêr Wened dre ma oa ur c'</nowiki>hoadeier a skoe outañ.
 
E deroù an {{XIIIvet kantved}} e voe kroget da sevel eno un ti-annez evit duged Breizh, evito da zont da chaseal er c'hornad. E dibenn ar {{XIVvet kantved}}, goude [[Brezel Hêrezh Breizh]], e voe brasaet ha kreñvaet ar c'hastell, a zeuas neuze da gaout tres ur c'hastell-kreñv goude al labourioù kaset da benn gant [[Yann IV Moñforzh (dug Breizh)|Yann IV]] ha [[Yann V (dug Breizh)|Yann V]].