Kastell Susinioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhpennet ur pennad
OUzhpennet zo bet ur pennadig eus ar bajenn c'hallek
Linenn 7:
Liammoù kreñv ha tost a oa etre duged Vreizh ha roueed Vro-C'hall en deroù an XIII<sup>vet</sup> kantved, hogen e z'eas war fallaat o darempredoù e-kerzh ren Loeiz VIII ha rejañs Blanch a Gastrilh. Dibab a reas Pêr I<sup>añ</sup> da gemer perzh en dispac'hioù adalek 1227 betek 1234 a-enep ar roue gall Loeiz IX hag e stouas dirak ar roue saoz Herri III. Lakaet e voe an dug Pêr I<sup>añ</sup> da gostez hag e voe lakaet e vab en e-lec'h, Yann I<sup>añ</sup> e anv, abalamour d'e zibaboù politikel, d'e zarempredoù gant ar varoned veurañ ha d'ar gourdrouz gall. An dug nevez a gendalc'has al labourioù a oa bet kroget gant e dad. Menegoù kentañ eus Susinioù a ziskouez e oa ur <nowiki>''</nowiki>maner<nowiki>''</nowiki>, dianav e steuñv. N'anavezer ket kalz a draoù diwar e benn, nemet e tlee bezañ bras a-walc'h evit lakaat en toull-bac'h an aotrou Lanvaoz e 1238 hag e oa bet <nowiki>''</nowiki>kroget ha savet gant an dug-se nevez zo".
 
Bevañ a rae alies-mat an dug hag e familh er c'hastell etre 1240 ha 1250, war-lerc'h ne voe ket gwelet ar c'hoskor kement hag e veze a-raok. Koulskoude ne voe harzet ar raktresoù labourioù a-hed ar prantad-se. Diwar-se e soñjer e oa a-fed Yann I<sup>añ</sup> e oa bet savet an tenneris-norzh bras hag an tour-kornôg pevarc'hornek. Difenn a rae al lec'h an domani e tu ar mor ha diraez da Wened a zispleg perak eo bet staliet aze. Eus al lojeiz-norzh hag a oa ur rann eus hollad an XIII<sup>vet</sup> kantved ne chom hiriv-an-deiz nemet prenestroù ar voger-greñv a skoe outañ hag an aspadennoù a zo bet dizoloet gant ar furchadegoù arkeologel.
E deroù an {{XIIIvet kantved}} e voe kroget da sevel eno un ti-annez evit duged Breizh, evito da zont da chaseal er c'hornad. E dibenn ar {{XIVvet kantved}}, goude [[Brezel Hêrezh Breizh]], e voe brasaet ha kreñvaet ar c'hastell, a zeuas neuze da gaout tres ur c'hastell-kreñv goude al labourioù kaset da benn gant [[Yann IV Moñforzh (dug Breizh)|Yann IV]] ha [[Yann V (dug Breizh)|Yann V]].
 
E 1286 e voe kurunennet Yann II evel dug Breizh hag eñ a gendalc'has oberenn tisavouriel e dad hag e dad-kozh. Labourioù bras a oa bet kroget gant e c'hourc'hemenn dezhañ, hini an tour bras pe dour ar Sparfell er bizh peurgetket. Neuze e oa ur c'hastell eus an XIII<sup>vet</sup> kantved a ziskoueze holl elfennoù mentek liammet gant e bal a zifenn. Sur kenañ e oa ar c'hastell ha setu perak e oa bet lakaet ennañ an dielloù hag ivez teñzor ar familh dugel. Padal e chome un annezlec'h dudi endroet gant parkoù ha koadeier dereat evit chase an aotrouned hag e c'halle bezañ 100 den ag an noblañs o chom ennañ gant an dug. Pep arc'hweloù a oa bodet gant ar c'hastell-se.
 
E deroù an {{XIIIvet kantved}} e voe kroget da sevel eno un ti-annez evit duged Breizh, evito da zont da chaseal er c'hornad. E dibenn ar {{XIVvet kantved}}, goude [[Brezel Hêrezh Breizh]], e voe brasaet ha kreñvaet ar c'hastell, a zeuas neuze da gaout tres ur c'hastell-kreñv goude al labourioù kaset da benn gant [[Yann IV Moñforzh (dug Breizh)|Yann IV]] ha [[Yann V (dug Breizh)|Yann V]].
 
E penn-kentañ ar {{XVIvet kantved}} e voe skrapet ar c'hastell gant ar roue gall [[Frañsez Iañ (Bro-C'hall)|Frañsez I<sup>añ</sup>]] ha profet da unan eus e vestrezed, [[Françoise de Foix|Frañseza Foaz]] he anv. Dilezet e voe tamm-ha-tamm goude-se ha kregiñ a reas da gouezhañ en e boull. Da vare an [[Dispac'h gall]] e voe prenet gant ur marc'hadour pinvidik en em lakaas da werzhañ ar mein anezhañ.