Liger : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Douaroniezh: a-us, ha neket dreist
Linenn 12:
 
== Douaroniezh ==
E [[Biz (roud-avel)|biz]] ar menezioù [[Cevenas]] en [[Okitania]] emañ [[andon]] al Liger, er menez [[Gerbier de Joc]], e kumun [[Sainte-Eulalie]] departamant an [[Ardèche]], 1 408 m dreista-us da live ar mor.
Redek a ra war-du an [[norzh|hanternoz]] a-dreuz [[Roanne]] ha [[Nevers]] betek [[Orleañs]] ha neuze war-du ar [[kornôg|c'hornôg]] betek [[Breizh]], m'en em daol er [[Meurvor Atlantel]] etre [[Sant-Nazer]] ha [[Sant-Brewenn]]. Echuiñ a ra an aber a-live gant [[Pont Sant-Nazer]]<ref>[http://www.geocatalogue.fr/getMetadata;jsessionid=4D0074BC23A40C6DCA034591C39B89A5?format=PDF&id=72359 (pdf)]</ref>. An darn vuiañ eus e zoureier a zo re stêrioù ar riblenn gleiz o treuziñ an [[Tolzennad Kreiz]], ur sistem menezioù bras m'eo dizintrus o douaroù ken e tiruilh buan dourioù ar glaveier ken ez eus bet liñvadegoù spontus e [[1856]], [[1866]] ha [[1910]]. [[Chaoser]]ioù uhel ha ledan, graet e douar hag hentoù bras warno, a red war he div riblenn eus [[Orleañs]] betek [[Saumur]] evit diwall an draoñienn eus ar gwalleurioù-se. War ar riblenn zehoù el lodenn diwezhañ ez eus adstêrioù o treuziñ [[Torosad Arvorig|Tolzennad Arvorig]] m'eo dizintrus-kenañ e zouaroù ivez.
 
N'eus ket nemeur a [[stankell]]où war al Liger hag e zoureier bras a c'hell bezañ abeg da [[liñvadeg]]où c'hoazh.