Kastell Susinioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhpennet zo bet ganin ur pennadig eus ar bajenn c'hallek
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Château Suscinio.jpg|thumb|upright=1.4|Kastell Susinioù, gwelet eus ar geunioù, e tu an aod]]
Emañ '''Kastell Susinioù''' e [[Gourenez Rewiz]], e kumun [[Sarzhav]], nepell diouzh ar [[Meurvor Atlantel|mor bras]]. Savet e voe gant [[Duged Breizh]] etre an [[XIIIvet kantved|XIII<sup>vet</sup>]] hag ar {{XVvet kantved}}. E-kichen ar c'hastell, savet etre ar mor hag ar gwernioù, e c'heller gwelet ivez dismantroù ur [[chapel]] hag ur [[kouldri|c'houldri]].
 
Linenn 14:
 
=== Brezel Hêrezh Breizh hag an Tiegezh Moñforzh ===
Goude marv an dug Yann III e 1341 e stourmas e zaou hêr e-kerzh ar Brezel Hêrezh Breizh. Drezho hag a-hed ar brezel-se e voe daou gamp ar Brezel 100 Bloaz o vrezeliañ : ar C'hallaoued gant Charlez a Vloaz en o fenn, un niz eus roue Bro C'hall anezhañ a oa dimezet gant Yanna a Bentevr, hag ar Saozon sturiet gant Yann Moñforzh. E benn ar fin e voe kemeret an trec'h war an tu Bloaz gant an tu Moñforzh, hag int da reizhañ o darempredoù ar roue Bro-C'hall. Disoc'hoù ar brezel a levezonas merañ an domani hag a voe perc'hennet warnañ un tiegezh dugel nevez. Souezhus eo n'en doe ket kastell Susinioù ur pal difenn pouezus d'ar mare-se, evelkent e c'hall bezañ liammet ar ranndanevell-se gant sevenidigezh un nebeut labourioù bras, o fal diorren an difenn. An emdroadur-se a c'haller merzout er skridoù, adalek ar mare-se e kaver enno kentoc'h ar ger "chastel" eget ar ger "maner" evit komz eus Susinioù.
 
Labourioù pouezus a zo bet graet dindan ren Yann IV ha Yann V. Kreñvaat a rejont neuzioù difenn hag annez ar c'hastell en ul lakaat war-wel pinvidigezh ha galloud ar berc'henned. Ouzhpenn elfennoù an difenn e voe lakaet takadoù dudi pompadus. E-kreiz ar XV<sup>vet</sup> kantved e oa Susinioù ur savadur lies ha kenaozet gant "emdroadur galloud an noblañs" hag "ezhomm kresk eus aezamant (...), eus ton hag eus pompad". Dougen a rae ar c'hastell ur seblant tost eus an hini a c'hall bezañ arvestet hiriv an deiz.