Kantrevoù Kerne-Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 6:
 
==Istor==
War a greder e voe rannet [[Wessex|Rouantelezh Wessex]] e kantrevoù etre ar bloavezhioù [[924]] ha [[939]], da vare ren ar roue [[Athelstan (Bro-Saoz)|Æthelstan]] ; e dornskrid ar ''Geld Inquest'' ([[1083]]) ne gaver nemet seizh kantrev e Kernev-Veur, hag an holl anezho anvet diwar [[maner]]ioù : ''An Lysardh, Godhyan, Nanssans, Strasnedh, Tibesteu, Fawton'' ha ''Rillaton'' (a zo ''Penwyth, Keryer, [[Pedera]], [[Pow Ereder]], [[Trigordh]], West Wivel'' hag ''East Wivel''). Da vare an [[Domesday Book]] ([[1086]]), urzh diabarzh ar manerioù kerneveurat e ''Liber Exoniensis'' [[Exeter]] zo diazezet peurliesañ war ar c'hantrevoù m'emaint, petra bennak ma ne gaver meneg ebet eus anvioù an ''hundreds''.
 
[[Dugelezh Kernev-Veur]] a oa perc'hennez war Kantrevoù Kernev-Veur, evel m'emañ hiziv c'hoazh, war-bouez Penwith hag a oa e dalc'h an tiegezh [[Arundell]] abaoe kreiz an {{XIIIvet kantved}} ; e [[1813]] e werzhas ar re Arundell o aotrouniezh d'an tiegezh Hawkins hag he gwerzhas d'o zro d'an tiegezh Paynter e [[1832]].<br>