Abu Bakr al-Baghdadi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Mugshot of Abu Bakr al-Baghdadi, 2004.jpg|thumb|Poltred Abu Bakr al-Baghdadi pa oa prizoniad e [[Camp Bucca]], [[Irak]], e 2004]]
'''Abou Bakr al-Baghdadi''' (Arabeg:'''أبو بكر البغدادي‎‎'''), pe '''Ibrahim Awad Ibrahim al-Badri''' (Arabeg:'''إبراهيم عواد إبراهيم علي محمد البدري السامرائي''') e anv gwir, ganet d'an [[28 a viz Gouhere]] [[1971]], a zo e penn aozadur ar [[Stad Islamek]] hag en em ziskleriet e oa [[Kalif]]. Lesanvet eo '''''an tasmant'''''<ref> https://www.la-croix.com/Monde/Fin-califat-groupe-Etat-islamique-Syrie-pas-influence-2019-03-24-1301010877</ref>.
 
D'ar [[4 a viz Here]] [[2011]], ar gouarnamant [[SUA|amerikan]] a ouzhpennas al-Baghdadi war listenn ar sponterien klasket war o lerc'h ar muiañ gant ur sammad a US$10 milion evit pep keloù a c'hellfe degas e harz pe e varv. N'eus nemet penn [[al-Qaeda]], [[Ayman al-Zawahiri]], o kaout ur sammad arc'hant uheloc'h evit e harz pe e varv US$25 milion. Gouarnamant SUA a ziskler eo kiriek al-Baghdadi da [[skraperezh mac'hiaded]], lakaat da sklav, palforzhañ ha muntrañ ur geodedourez amerikan a voe lazhet war-lerc'h. Meur a wech eo bet diskleriet e oa bet lazhet pe d'an nebeutañ gloazet-bras met betek-henn n'eo ket bet prouet anat. Marvet eo emlazhet d'ar [[27 a viz Here]] [[2019]], pa lakas da darzhañ ur gouriz-tarz a-raok bezañ prizoniet gant [[Delta Force|nerzhioù ispisial SUA]].