Kastell Susinioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhepennet em eus ur pennadig
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
 
=== Gouarnourien ha kabitened ar c'hastell ===
Mervel a reas Frañsez I<sup>añ</sup> a Vreizh, mab da Yann V, e 1450. Dre ma oa eñ divugel evel e vreur hag e eontr e teuas Frañsez II da vezañ dug Breizh dre liammoù familh. Embreger a reas labourioù seveniñ bras e kastell Naoned, a gave gwelloc'h eget hini Susinioù. Kemeret e voe ar c'hastell e fin Brezel Breizh e 1491, e-pad ar pevare ergerzhadeg-vrezel gall ha n'e oa ket c'hoarvezet hep un nebeut distrujoù n'ez anavezer ket mat. Daoust ma oa bet dimezet Anna a Vreizh, merc'h Frañsez II anezhi, da Charlez VIII, war-lerc'h da Loeiz XII a Vro-C'hall ha daoust da enebiezh kambr ar C'hontoù e voe roet kastell Susinioù da Yann a Châlon, Priñs Orañj anezhañ. Hennezh a daole pled ouzh domani Rewiz e teuas ennañ meur a wech. Goude marv ar Priñs e tivizas Anna a Vreizh da vezañ endro perc'hennez war an domani daoust ma oa tiegezh Châlon a-enep an dra-se. E 1505 ez arsavas rouanez Anna e Susinioù e-kerzh he zro Vreizh. En degouezh-se e tiskouez deomp mammMamm-skridoù kontoù an domani a ziskouez deomp, en degouezh-se, e voe annezet ar c'hastell, dreset e voe ar prenestroù hag e voe prenet ivez peadra da vagañ ar rouanez hag he heul.
 
Goude bezañ aet Anna a Vreizh d'an anaon ez adtapas Kurunenn Vro-C'hall ar c'hastell a voe fiziet da ez-vestrez Frañsez I<sup>añ</sup> a Vro-C'hall e 1523 ha war-lerc'h da hini Herri II e 1543, anavezet dindan an anv a Diane a Boatev. En reiñ a reas buan d'he merc'h da-geñver he dimeziñ gant familh Brézé. Int a lakaas an domani da vezañ ur c'habitendi a rojont da C'huillaume a Vontigny, a oa ur gwazour da Ziane a Boatev. Ul levezon vras o do war ar c'hastell, hennezh hag e ziskennidi. Mirout a reas ar c'habitendi goude daspren Susinioù gant Roue Broc-C'hall Charlez IX e 1562. An daspren-se a ziskouez pegen pouezus e oa ar c'hastell hervez ar roueed : zoken e teuas war al lec'h ar roue-se gant he mamm Gatherine a Vedicis e miz Mae 1570.