Ippolito d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+meneg brezhonekaat
D corr using AWB
Linenn 11:
 
===Kardinal===
Goude marv e eontr Mazheaz e reas kalz beajoù da Italia. E-kerzh hini 1493 e voe anvet da gardinal gant ar pab [[Alesant VI]]. Tri bloaz goude, pa oa o tec'hel rak ar vosenn a skoe Hungaria, ec'h erruas e Roma gant ur c'hoskor a 250 den. Anvet e voe da [[arc'heskob]] [[Milano]] e 1497 ha da gardinal e 1509. E Roma e oa o chom, hag ur vikel a veze oc'h ober war-dro e garg a arc'heskob e-keit-se. Hervez dihelloù tailhoù [[ Curia Roma]] e 1500 e oa ar pempet pinvidikañ e [[Stadoù ar Pab]].
 
Keskiñ a reas e levezon e 1501 pa zimezas e vreur [[Alfonso Iañ d'Este|Alfonso]] gant merc'h ar pab [[Alesant VI]], [[Lucrezia Borgia]]. Neuze e voe anvet da arc'hveleg (''archipresbyter'') Iliz-veur Sant Pêr Roma. E Roma e chomas betek deroù 1503, ha goude ezeas war fallat e zarempredoù gant ar pab abalamour ma tisplije dezhañ kenañ itrikoù an dug [[Ercole]] gant ar C'hallaoued , enebourien ar pab spagnol.