Raúl Castro : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Lamet kuit eo bet ar restr ''Fidel-raul-castro.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant JuTa
Linenn 1:
[[Restr:Fidel-raul-castro.jpg|thumb|300px|Fidel ha Raúl Castro er bloavezh 2001]]
'''Raúl Modesto Castro Ruz''', ganet d'an [[3 a viz Even]] [[1931]], zo ur politikour hag un dispac'her eus [[Kuba]]. Brudet eo evel breur yaouankañ [[Fidel Castro]]. Raúl Castro zo e penn nerzhioù armet Kuba (douarlu, morlu, hag aerlu). Bez eo bet kentañ sekretour poellgor kreiz [[Strollad Komunour Kuba (1965)|Strollad Komunour Kuba]] (Partido Comunista de Cuba) abaoe 2011. Raúl Castro eo ar jeneral uhelañ e Kuba.
Raúl Castro a oa unan eus pennoù an dispac'herien er bloavezhioù 1950. Ur wech kemeret ar galloud gant e vreur [[Fidel Castro]], Raúl Castro a zeuas da vezañ unan eus an dud pouezusañ er strollad komunour, o vezañ penn lu ar vro e-pad 49 bloaz, etre 1959 betek 2008.