Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 67:
[[Restr:Gilbert du Motier Marquis de Lafayette.PNG|vignette|left|[[Gilbert du Motier de La Fayette]]]]
 
[[Loeiz XVI]] a glask sioulaat an traoù ha dont a ra an deiz war-lerc'h evit kinnig d'ar Bodad e vefe tennet an unvezioù milourel diouzh Pariz, goulenn a ra ivez e teufe en-dro an urzh vat. Deiz war-lerc'h goulenn a ra distro [[Jacques Necker|Necker]] hag an holl ministred all bet skarzhet. E [[ti-kêr Pariz]], dre ma z'eo skampet kuit an holl pennoù eus ar velestradurezh, [[Jean Sylvain Bailly]], prezidant ar vodad vroadel, a zo choazet dre youc'h evel « [[Maer Pariz]] ». [[Gilbert du Motier de La Fayette|La Fayette]] a zo anvet da benn uhel ar [[Garde nationale française (1789-1799)|Gwarda vroadel]]. Loeiz XVI a sav a-du gant an aozadur kêrel nevez, en ur ur vont e Pariz d'ar 17 a viz Gouhere. Bailly a ro dezhañ ur gokardenn glas ha ruz evi livioù kêr Pariz. Loeiz XVI a stag anezhi d'e dog, evel-se ez eo liammet al livioù-se gant an hini gwenn liv ar vonarkiezh. Dre ar jestr-se e seblant bezañ unvanet Pariz gant ar roue. En gwirionez ar roue n'eo ket sot gant gwelet ar galloud o vezañ talet gant an emsavadeg parizian. An deputeed int a zo en entremar gant ar fed ma vefe diazezet ar galloudoù nevez war ar feulster poblek.
 
E-pad an amzer-se, brud « Trec'hourien ar Bastille » a oa en em ledet dre ar vro a-bezh. An nerzh a zo ebt trec'h, o harpañ ar c'hoant kemmadurioù. Buan eo deuet war-wel ur menneg arouezel da [[Kemeridigezh ar Bastille|gemeridigezh ar Bastille]]. Ar Bastille a oa gwelet evel arouez galloud hollc'halloudek ar roue Loeiz XVI.
 
A-bep seurt mojennoù a oa tro-dro d'an toull-bac'h. Kac'harioù leun a eskern, tudenn ijinet kont Lorges, aberzhet heugus. Ar « vrogarour » Palloy a c'hounezas kalz arc'hant dre zistrujañ ha gwerzhañ tammoù eus an toull-bac'h evel eñvorenn d'an dud.
 
=== Aon bras war maezioù Bro-C'hall ha nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 ===
an darvoudoù-se a vo mammenn ar c'hentañ divroadeg : breur yaouank Loeiz XVI, ar [[Charlez X (Bro-C'hall)|c'hont d'Artois]], tud uhelañ an noblañs evel [[Loeiz V Joseph de Bourbon-Condé|Priñs Condé]], [[Jules de Polignac (1746-1817)|dug Polignac]] an [[Loeiz VI Henri de Bourbon-Condé|dug d’Enghien]]. Tec'hout a reont e Bro-Saoz, en Izelvroioù pe en Alamagn. An holl anezho a soñj distreiñ a-benn nebeut mizioù.