Gresianeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Resisadenn e keñver arver "gregaj" ha "gresim".
D corr using AWB
Linenn 32:
* '''Gresianeg hellenistel''' ([[gresianeg ar c'hoine]] pe ar '''c'hoine''' a vez graet anezhañ ivez - ''koine'' = "boutin"). Ur yezh c'hresianek boutin hag etrebroadel, an hini kentañ a zo bet, hag a zo deuet eus teuziadur an atikeg, [[rannyezh]] [[Aten]] gant rannyezhoù all. Deroù ar yezh voutin a c'heller adkavout diwar heñchadurioù armeoù [[Aleksandr Veur]] hag emdroadur an tiriadoù en deus aloubet. Pa renas ar sevenadur hellenistel en rn niver brasoc'h a vroioù e veze komzet ''ar c'hoine'' eus an [[Bro-Egipt|Egipt]] betek harzoù an [[Indez]].
 
* Goude trec'h ar [[Henroma|Romaned]] war Vro-C'hres e renas an [[divyezhegezh]] e [[Roma]] hag e meur a diriadoù an [[Impalaeriezh roman]]. Ar gresianeg boutin a zeuas da vezañ un eil yezh nann-ofisiel a gomze meur a zen, uhel pe izel, pe evel yezh kentañ pe evel eil yezh. Liammet eo ar gresianeg boutin gant deroù ar [[Kristeniezh|Gristeniezh]] peogwir eo bet skrivet an [[Testamant nevez]] gantañ hag e seblant e prezege an [[Abostol]]ed e gresianeg , darn anezho gant un anv gresianeg (Kephas (Pêr), [[sant Mazias|Mazias]], Taddeos). Anvioù all a vez roet d'ar yezh hellenistel : rannyezh [[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]], ''gresianeg goude-klasel'' ha ''gresianeg an Testamant nevez'' ivez.
* '''Gresianeg ar Grennamzer'''