Republik Pobl Sina : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 290:
E [[1992]] e oa deuet anvadur ofisiel ar reizhiad da vezañ « armerzh nevidel sokialour » ha merkañ a ra ar cheñchamant anvioù-gwan-se eo krog natur renkad ar Stad da cheñch. Kregiñ a ra ar gennad foran da veuziñ e mor an armezh marc’hadourel, o tremen eus 73 % eus ar produadur greantel e [[1988]] da 35 % e [[1992]]. Evel-se ez eus bet tu da dremen eus un armerzh steuñvek d’un armerzh kemmesk ha tu zo bet da zizoleiñ diazezadurioù ar frankouriezh armerzhel en-dro, en ur saveteiñ [[komunouriezh]] ofisiel ar renad.
 
N’en deus ket ar gouarnamant dalc’het kont eus kevatalded ar renkadoù e-pad an amzer-se ha heuliet eo bet ger-stur [[Deng Xiaoping]] : « Deuit pinvidik ! ». Deuet eo ar pinvidikaerezh personel (hiniennelouriezh) hag ar bevezerezh (skoazellet gant politikerezhioù nevezkeneysian adalek 1997) ) da vezañ an daou geflusker amerzhel nevez. Ambrouget eo bet tamm-ha-tamm an daou geflusker-se gant teknikoù merañ evit gwellaat ar [[kenderc’husted|c’henderc’husted]] ([[rannañ al labour]]) aet war vicherelaat. Labouret en deus ar gouarnamant ivez evit sachañ kevalaoù estren , zo pouezus-kenañ evit diorren armerzh ar vro : [[Takadoù armezhel ispisial]] (TAI), kuit a dailhoù, zo bet krouet evit se, ha ledanaet int bet tamm-ha-tamm en arvor a-bezh. Gant ar frankeskemmerezh-se eo bet lieskementet ar [[Proadudur diabarzh Kriz]] (PDK) dre bevar abaoe 1978. E [[1999]] e oa 1,3 miliard annezidi hag ar [[c’horvoder dre zen]] a oa 3800 a zolarioù amerikan ar bloaz. Gant-se e oa deuet Republik Poblel Sina da vezañ ar c’hwec’hvet broad armerzhel ar bed evit a sell ar c’hementad marc’hadourezhioù eskemmet hag an trede broad evit a sell beveziñ ar gremmoù, dres war-lerc’h ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] ha [[Kumuniezh Europa]]. Sevel a ra korvoder keitat ur micherour sinat da 1300 dollar amerikan ar bloaz. Armerzh Sina zo unan eus an armerzhioù a vez diorroet ar muiañ er bed a-bezh er mare-mañ ; kreskiñ a ra etre 7 hag 8 % bep bloaz ha tostaat a-wechoù da 10 %, hervez ar stadegoù a vez graet e Sina. Abaoe [[2001]] eo ezel Republika Poblel Sina eus [[Aozadur bedel ar c’henwerzh]] (OMC).
 
Sachet gant Sina e vez an embregerezhioù dre ma c’hallont enfredañ tud hesent na vezont ket gopret uhel ha n’int ket izili eus sindikadoù. Ur micherour n’eo ket perzhek a vez gopret war-dro 1$ US an eurvezh labour, ar pezh zo izel a-walc’h e-keñver goproù ar vicherourien er broioù greantelaet. N’eus unvaniezh micherourien ebet e Sina. Evit ar vicherourien ez eo un dra vat eo rak tennañ korvo eus gwevnded al labour e c’hallont ober, ar pezh ne vefe ket posupl dezho ober e demokratelezhioù frankizour n’int ket ken sokial ha Sina koulskoude.