Yann ar Badezour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Linenn 37:
« Me ho padez gant dour, evit ho kas war-du ar morc'hed, met setu an hini a zo kreénvoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e sandalennoù. Hennezh ho padezo er Spered Santel hag en tan. » ([[Aviel Mazhev]] III:11).
 
Hervez [[Mazhev]] (III:13-17) e teuas , [[Jezuz]] da-gaout Yann da vezañ badezet gantañ. Yann da lavarout dezhañ: « Me eo am eus ezhomm da vout badezet ganit-te », ha [[Jezuz]] da respont : « Lez ober bremañ, rak dereat eo dimp seveniñ kement tra a zo reizh ». Yann a vadezas [[Jezuz]] eta, ha pa deuas e-maez an dour e voe gwelet gant an holl ar [[Spered Santel]] « o tiskenn evel ur goulm hag o tont warnañ», hag ur vouezh deuet eus an neñv a lavaras: « Hemañ eo ma Mab muiañ-karet, hag ennañ em eus lakaet ma holl c'harantez ». Ar Badezour a c'houlennas neuze digant e ziskibien mont da-heul [[Jezuz]].
 
=== Ganedigezh Yann hervez Aviel Lukaz ===
N'eus nemet en [[Aviel Lukaz]] ez eus anv eus ganedigezh Yann.
* ''Met an ael a lavaras dezhañ: N'az pez ket aon, Zac'hariaz; rak selaouet eo bet da bedenn. Gant da bried Elesbed e vo ganet ur mab, hag envel a ri anezhañ Yann. Joa ha levenez a ray dit, ha meur a hini a vo laouen o c'halonoù pa vo ganet. Rak meur e vo dirak an Aotrou. Na gwin na boeson ne evo, ha leun e vo gant ar Spered Santel adal ma vo ouzh bronn e vamm; degas a ray meur a hini eus mibien israel en-dro d'an Aotrou , o Doue; kerzhout a ray dirak Doue gant spered ha galloudegezh Eliaz, da zegas kalonoù an tadoù en-dro davet o bugale, ar re emsavet da furnez an dud reizh, a-benn prientiñ d'an Aotrou ur bobl troet d'e selaou.(...) D'an eizhvet deiz e teujont da drodroc'hañ ar bugel, ha Zac'hariaz eo a raent anezhañ, hervez anv e dad. Met ar vamm a gomzas hag a lavaras: Nann, Yann an hini e vo anvet''. (Aviel Lukaz 1.13-60)
 
Lavarout a rae Yann bezañ «''ar vouezh a c'harm en dezerzh "''» ({{biblia|Juan|1:23}}), con lo cual cumplía expresamente una [[profecía]] de [[Isaías]] ({{biblia|Mateo|3:1-4}}, {{biblia|Lucas|3:4-6}}, {{biblia|Isaias|40:3-5|Isaías}}).
 
=== Buhez ha marv Yann ar Badezour ===
[[Restr:Michelangelo Caravaggio 021.jpg|thumb|400px|right|''Dibennidigezh Yann ar Badezour'' , gant [[Caravaggio]].]]
[[Restr:CaravaggioSalomeLondon.jpg|thumb|right|250px| ''[[Salome merc'h Herodiadez|Salome]] o terc'hel penn Yann ar Badezour'', gant [[Caravaggio]], war-dro [[1607]].]]