Cunobelinos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 7:
 
== Istor ==
[[Mab]] e oa da d[[Tasciovanos]], a oa roue war ar pobloù [[Catuvellauni]] ha [[Trinovantes]] ([[Suffolk]] hag [[Essex]] a-vremañ) war un dro. Pa varvas e dad e savas Cunobelinos war gador-roue ar Gatuvellauni hag ec'h embannas e-unan e oa roue-uhel [[Preden]]. E « Camulodunum » (hiriv [[Colchester]]) e oa e gêr-benn. Eus ar bloaz 10 betek 41 e strivas da astenn e c'halloud war ar bobl Catuvellauni. Brezeliñ a reas ouzh Andoco moarvat, met goude ar bloaz 20 e rene ivez war lez hanternoz ar stêr Tavoez hag e krogas da astenn e c'halloud war hanternoz , goude distroadet Verica war-dro 40.
 
Mat e oa e zarempredoù gant an [[impalaeriezh roman]]. Ren a reas betek aloubadeg an impalaer [[Glaoda Iañ|Glaoda I{{añ}}]], e [[-43|43 kent J.-K.]]. Hervez [[Cassius Dio]]<ref>[http://d3seu6qyu1a8jw.cloudfront.net/sites/default/files/collections/06/06A25F27-F3B4-4706-B98A-29D554307756.pdf ''Dionis Romanarum historiarum'', LX].</ref> e oa tad da [[Caratacos|Garatacos]] a gasas ar brezel a-enep [[lejion]]où [[Aulus Plautius]], ha da [[Togodumnos|Dogodumnos]], lazhet e-kerzh emgann-veur [[Medway]], e 43.