Kadog : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 1:
[[Image:Saint Cado.JPG|thumb|right|200px|Delwenn da Sant Kadou, e [[Belz]].]]
 
'''Kadog''' e [[Breizh]] (pe '''Kadoù''', pe '''Kado''', pe '''Kadeg'''), pe ''Cadog'' e [[Kembre]] (pe '''Catwg''' a-wechoù, '''Catwg Ddoeth''' e skridoù [[Iolo Morgannwg]]), a vije bet ganet war-dro [[497]]<ref>Strayner, Joseph R., ed. ''Dictionary of the Middle Ages'' (New York: Charles Scribner's Sons, 1983) p. 6</ref> , pe e [[Morgannwg]] pe e [[Powys]], a oa ur manac'h hag ur sant [[brezhon]], diazezer abati [[Llancarfan]] e [[Morgannwg]] war-dro 518, en ur vro a vo anvet [[Kembre]] diwezhatoc'h.
 
 
==Gerdarzh==
Savet eo e anv diwar ar wrizienn « kat » , da lavarout eo [[kad]] , gant un dibenn « og » a gaver e kemend-all a anvioù ([[Madoc]], [[Caradoc]], ...) troet pe da « ou», pe da « eg » .
 
==Istor ha mojenn==
Linenn 13:
Anv zo enne eus ar [[Roue Arzhur]].
 
Mab e oa, a zo bet skrivet, da [[Gwynllyw]] (''Gundleus'' e latin), roue [[Gwynllwg]] e kreisteiz Kembre, ur roue preizher hag a oa e penn ur vandennad 300 den, hag a oa breur da Sant [[Pedrog]], sant [[Bodmin]] ha [[Kerne-Veur]], enoret e [[Lopereg]]. E vamm [[Santez Gwladus|Gwladus]] a oa merc'h d'ar roue [[Brychan]] , eus [[Brycheiniog]], a oa bet skrapet gant Gwynllyw. A-hervez e teuas ar roue Arzhur da glask kompezañ an traoù etre ar skraper hag e dad-kaer.
 
Nac'h a eure kemer penn armeoù e dad dre ma felle dezhañ en em gannañ evit [[Jezuz]]-Krist.
Linenn 38:
 
==Kadog hag ar rouaned==
Bec'h en doe gant ar roue Arzhur , hervez e vuhezskrid latin. Div wech eo meneget anv ar roue, un den meur, kalonek. A-bouez eo ar meneg hervez ar re a glask war-lerc'h gwrizioù istorel mojenn Arzhur
 
Diouzh bloaziad ar ''Vita Cadoci'', un tamm a-raok 1086, e c'haller lavarout e ro un testeni eus ar roue Arzhur hag a zo distag diouzh savidigezh ar vojenn gant [[Jafrez Menoe]].
Linenn 48:
 
==Cadoc ha Benevento==
War-dro dibenn ar buhezskrid e weler Cadoc kaset eus Enez Vreizh (''de terra Britannie'') en ur goumoulenn betek [[Beneventum]]. Eno ez eus ur priol en ur manati a glev anv eus donedigezh ''ur Brezhon eus ar c'huzh-heol'' a zo da vezañ anvet ''Sophias'' . Evel ''Sophias'' eta eo e teu Cadoc da vout abad , eskob, ha merzher.
 
Ur mell iliz, ''[[magna basilica]]'' , a voe savet war e vez ha ne veze ket lezet ar vretoned da vont enni. Hag ur pab "Alexander" a faltazi a zo kaoz anezhañ er skrid.
 
==Cadoc hag ar manatioù ==
Linenn 70:
Ar sant-se eo en dije roet e anv da Sant-Kado e parrez [[Banaleg]], Sant-Kado e parrez [[Molan]] ha Sant-Kado e parrez [[Sant-Karadeg-Tregoñvael]]. Meur a chapel a zo gouestlet dezhañ. N'eo enoret, war a seblant, nemet e kornôg Bro-Wened hag en ul lodennig eus Kerne tost.
 
En anv a vefe emdroadur lec'hel ''Catuod'' deuet da vezañ ''Cadvoz'' , ''Cadoz'' ha ''Cado''. Kavout a reer ennañ ''Cat'' (emgann, kad) ha ''bod'' (laouenidigezh).
 
Enoret e vez d'an 21 a viz Gwengolo pa vez lidet ar sant all d'ar 24 a viz Genver.