Ippolito d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 13:
Goude marv e eontr Mazheaz e reas kalz beajoù da Italia. E-kerzh hini 1493 e voe anvet da gardinal gant ar pab [[Alesant VI]]. Tri bloaz goude, pa oa o tec'hel rak ar vosenn a skoe Hungaria, ec'h erruas e Roma gant ur c'hoskor a 250 den. Anvet e voe da [[arc'heskob]] [[Milano]] e 1497 ha da gardinal e 1509. E Roma e oa o chom, hag ur vikel a veze oc'h ober war-dro e garg a arc'heskob e-keit-se. Hervez dihelloù tailhoù [[Curia Roma]] e 1500 e oa ar pempet pinvidikañ e [[Stadoù ar Pab]].
 
Keskiñ a reas e levezon e 1501 pa zimezas e vreur [[Alfonso Iañ d'Este|Alfonso]] gant merc'h ar pab [[Alesant VI]], [[Lucrezia Borgia]]. Neuze e voe anvet da arc'hveleg (''archipresbyter'') Iliz-veur Sant Pêr Roma. E Roma e chomas betek deroù 1503, ha goude ezeas war fallat e zarempredoù gant ar pab abalamour ma tisplije dezhañ kenañ itrikoù an dug [[Ercole]] gant ar C'hallaoued , enebourien ar pab spagnol.
 
Skoazellañ a reas e vreur [[Alfonso d'Este]], dug [[Ferrara]], ha gwareziñ ar barzh [[Ludovico Ariosto]].
Linenn 23:
D'ar 16 a viz Mae 1511 e oa e-touez ar gardinaled a sinas ur galv d'ar pab da zont da gomz da [[Sened-Iliz Pisa]] an disivouderien. E vreur Alfonso koulkoude a deuas a-benn d'e lakaat da zilezel an disivoud, hag aotreet e voe gant ar pab da zistreiñ da Ferrara.
 
E 1513 e tistroas Ippolito da Hungaria met dilennet e oa bet ur pab nevez etre-keit-se , [[Leon X]], eus an [[Tiegezh Medici]], ha mont a reas en-dro d'e gêr c'henidik.
<!--