Gilles Le Bigot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 5:
==Buhez==
Ganet eo '''Gilles Le Bigot''' e [[Sant-Brieg]] e 1959. Desket en deus Brezhoneg gant e dud. Kroget eo da c’hoari gitar e 1972 d’an oad a 13 vloaz. Desket en deus e-unan da son [[gitar]]. Desket en deus c’hoari en [[open tuning]]. Er bloavezhioù ‘75 en deus dizoloet ar muzik Keltiek e-barzh strolladoù brudet evel [[Planxty]], Bothy Band , Clannad hag [[Alan Stivell]]. Dizoloet en deus ar festoù-noz da gentañ evel dañser hag goude evel soner en ur seniñ da heul ar “Pillotouses” e 1976 hag goude e-kreiz ar strollad [[Galorn]] e 1978. Bremañ ez a kant gwech bep bloaz war ar leurenn en ur ober ur bloavezh. Setu bremañ ar 7 strollad e-lec’h ma son Gilles Le Bigot : Fiddle Rendez-vous, « Empreintes », [[Skolvan]], Gilles Le Bigot – [[Gerry O’Connor]], Gilles Le Bigot –[[Soaig Siberil]] hag an [[Dizano Trio]].
 
==Ar pezh en deus graet Gilles Le Bigot==
Linenn 22:
*1992 : Krouidigezh triad [[Elixir]]. Ar strollad-mañ a baouezas e 1996.
*1993 : Kroget eo Gilles da señin gant [[Dan Ar Braz]] en Heritage Des Celtes, kroget o deus ad'r 24 a viz Gouere 1993 e [[Kemper]]. Ar veaj a baouezas e miz Meurzh 2002 e [[Pariz]] goude daou trec’h eus ar sonerezh ha muioc’h evit ur millon a bladennoù gwerzhet. Er bloavezh-se ivez e krogas Gilles da labourat gant strollad [[Bagad Kemper]] betek 2000.
*1996 : Gilles a gemer perzh e Strollad AN TOURTAN , krouet gant Didier Squiban. Paouez a reas daou vloaz goude.
*1997 : E Genver ez eas Gilles le Bigot da Iwerzhon da enrollañ ur bladenn .
*1998 : Gilles a yeas da señin gant [[Manu Lanhuel]] envit un nebeud sonadegoù hag evit enrollañ ur bladenn anvet « Ile Elle ».
*2002 : Goude kalz a vloavezhioù gant ur bern strolladoù, Gilles Le Bigot a gemer an diviz da enrollañ dindan e anv ar bladenn [[Empreintes]]. Ur strollad 7 soner.
*2005 : Krouidigezh : Le Bigot / Siberil , Le Bigot / O’ Connor , Le Bigot / Veillon hag kenderc’hel a ra c’hoazh da son e strollad Skolvan.
 
==Liammoù diavaez==