Dagobert III : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: e t → e t (2) using AWB
D corr using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Portrait Roi de france Dagobert II (i.e III).jpg|thumb|right|Dagobert III]]
'''Dagobert III''' ([[699]] - [[715]]) a oa roue ar Franked adalek e 12 vloaz (e [[711]]) betek [[715]]. Mab e oa da [[Childebert III]] (pe Childebert IV?) , eus tiernelezh ar [[Merovingidi|Verovingidi]], ha da [[Edonne]].
 
Roue [[Aostrazia]] ha [[Neustria]] - a oa unanet abaoe trec'h [[Pepin Herstal]] e [[Tertry]] e [[687]] - ha [[rouantelezh Bourgogn]] e voe goude marv e dad e [[711]].
 
Etre daouarn [[maer ar Palez]], [[Pepin Herstal]], edo ar galloud gwir en [[Aostrazia]] avat, pa oa re yaouank da ren. E Neustria e oa [[Grimoald]], mab yaouankañ Pepin , an hini a oa maer ar palez. Lazhet e voe Grimoald gant un emsavad frizat.
 
Goude-se e varvas Pepin. E intañvez [[Plektrud]] a gemeras ar galloud neuze, o ren ar rouantelezh war un dro en anv Dagobert hag e hini maer ar palez Tepot, pa oant re yaouank o-daou.
 
Neuze en em savas Franked [[Neustria]] , ha faezhet e voe arme [[Aostrazia]] ha Tepot gante. Ur maer ar palez nevez, [[Ragenfrid]], a voe anvet e Neustria. En em glevout a reas gant Radbold, dug Frizia, hag aloubiñ a reas Aostrazia. Mervel a reas Dagobert da 16 vloaz en 715.
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 699]]