Elia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lint
D corr using AWB
Linenn 1:
'''Elia'''<ref>"Eli" e troidigezh [[Gwilh ar C'hoad]], p314</ref> (en hebraeg eliyah pe eliyaou « Yah (YHVH) eo ma Doue » a zo unan eus tudennoù brudetañ ar Bibl. Ur profed e oa hervez an [[Tanac'h]].
 
Ur rummad testennoù diwar e benn ha diwar e vurzhudoù a gaver silet e [[Kentañ Levr ar Rouaned]] ( 1R 17-19 ) <ref>{{br}} Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn, pp 155- 159</ref>hag e penn kentañ Eil Levr ar Rouaned (2R 1-2 , 1-11) <ref>{{br}} Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn pp167-168</ref>.
 
Bevañ a reas e rouantelezh an Norzh da vare [[Ahav]], roue Israel (874 KJK-853 KJK) hag e wreg [[Izevel]], merc'h Et-Baal, roue ar Sidoniz.<ref>{{br}} Troidigezh An tour-Tan, eil levrenn, p 155 (1R 16, 29-31)</ref>.
Linenn 11:
Kaset e voe da [[Sarefta]] (a zo eus Sidon) e ti un intañvez prest da vervel gant an naon. Magañ a reas anezhañ gant ar pezh a chome ganti hag eñ da lavarout « Rak evel-hen e komz an Aotroù, Doue Israel : 'ar skudellad bleud n'echuo ket, ar jarlad eoul ne goazho ket, betek an deiz ma roio an Aotroù glav war c'horre an douar !' ». Ha n'ehanas ket ar skudellad bleud ha ne goazhas ket ar jarlad eoul « hervez promesa an Aotroù ». <ref>{{br}} Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn pp 155-156</ref> Goulenn a reas digant Doue adkas ar vuhez e mab an intañvez a oa o vervel hag e selaouas an Aotroù ouzh mouezh Elia ».
 
Sevel a reas enep Ahav, ar roue. Asantiñ a reas Ahav goude ur pennad bodañ war ar [[Menez Karmel|C'harmel]] profeded Baal evit keveziñ gant Elia. Trec'h e voe Elia hag « e tiskennas Elia anezho da froud Kishon hag o sakrifias eno ». <ref>{{br}} Troidigezh An Tour-tan , pp156- 157, 1R 18)</ref>
 
Kounnaret e voe Izevel , gwreg Ahav, gant ar pezh en doa graet Elia , gourdrouz a reas anezhañ hag voe rediet Elia da dec'hout kuit.
 
Hervez Kentañ Levr ar Rouaned (1R 19, 16) e voe karget gant Doue da oleviñ [[Yehou (roue Israel|Yehou]] mab Nimshi da roue Israel ha Elisha, mab, Shafat, eus Avel-Mehola, da brofed war e lerc'h.<ref>{{br}} Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 158</ref>