Magdalena Rudenschöld : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 1:
[[File:Magdalena Charlotta Rudenschöld.jpg|thumb|right| [[Magdalena Rudenschöld]].]]
 
'''Magdalena Rudenschöld''' , pe '''Magdalena Charlotta Rudenschöld''', anavezet ivez evel '''Malla Rudenschöld''', ganet d'ar [[1añ a viz Genver]] [[1766]] ha marvet d'ar [[5 a viz Meurzh]] [[1823]] e [[Stockholm]], a oa ur vaouez eus noblañs [[Sveden]] hag un iriennerez svedat, e dibenn an {{XVIIIvet kantved}}. Kemer a reas perzh en [[irienn Armfelt]], a-enep ar gouarnamant e 1792, tamallet e voe dezhi bout treitourez, staget ouzh [[post-ar-vezh]], ha kondaonet da vezañ bac'het a-hed he buhez. <br />
 
Hervez unan eus ar gondaonidi all eo dre garantez he devoa kollet he fenn.
Linenn 12:
==An irienn ==
 
E 1792 e varvas ar roue [[Gustav III]] hag e vab 14 vloaz, [[Gustav IV Adolf]] a voe lakaet da roue. An dug Karl a renas en e lec'h , met e gwirionez eo mignon bras an dug, [[Gustaf Adolf Reuterholm]], a rene hag a oa mest war ar gouarnamant.
 
Armfelt en devoa esperet kaout lec'h er gouarnamant a zilezas Rudenschöld hag a guitaas ar vro e 1793. Klask a reas irienniñ gant ar Rused da ziskar ar gouarnamant ha lakaat ur renad nevez en e sav, hag eñ e penn eveljust.
 
Skrivañ a reas Armfelt da Vagdalena Rudenschöld, a felle dezhi e tistroje he [[serc'heg]] daveti, ha goulenn a reas diganti mont eus e berzh da-gaout e heulierien , ar roue yaouank, ha kannad [[Rusia]]. War a greder e sevenas unan, da vihanañ, eus an teir c'hefridi-se.
 
Met degouezhout a reas ho lizheroù etre daouarn [[Reuterholm]] hag an dug Karl abalamour da dud burev-post [[Hamburg]], en Alamagn, o devoa graet eiladennoù eus al lizheroù ha gwerzhet anezho. Reuterholm a lakaas herzel Magdalena Rudenschöld da noz an [[18 a viz Kerzu]] 1793, evel unan eus ar re gentañ da zastum.
Linenn 23:
 
== Prosez ha kondaonidigezh ==
Da gentañ ne oa ket splann ar prouennoù a-enep dezhi, hag en em zifenn a eure gant nerzh ha finesa. Tennet e veze , emezi, "eus ur vac'h spontus ma ne wele nag an heol nag al loar".<br />
Pa voe furchet domani Armfelt e voe kavet 1,100 eus he lizhiri dezhañ. E meur a hini e tispake fae ha dismeg ouzh an Dug ha Reuterholm, a washaas an traoù dezhi. An Dug en doamiret droug outii peogwir n'he doa ket pleget dezhañ pa oa oc'h ober e lez dezhi, ha Reuterholm a gonnaras pa lennas petra he devoa skrivet diwar e benn. <br />
Eizh eus he lizheroù da Armfelt a voe moulet hag embannet gant he daou enebour, hag anvet "E Ti kozh ar Roue prizoniet un Itron anavezet evel Magdalena Charlotta merc'h da Carl, lizheroù d'an treitour Baron Armfelt, anavezet evel Gustaf Mauritz, mab da Magnus, diwar-benn o avanturioù karantez ". El lizhiri e ra anv eus klask diforc'hañ gant skoazell Armfelt goude bezañ bet brazezet gantañ. Daoust da se, abalamour da gasoni ruz an Dug ha Reuterholm e troas ar bobl a-du ganti. <br />
Linenn 37:
Pa voe ehanet an abadenn krougañ e teuas ur c'harroñs da gerc'hat anezhi d'he c'has d'ar vac'h. Semplañ a reas neuze, hervez ar skrivagnerez [[Märta Helena Reenstierna]], "gant ardoù evel [[Elisabeth Olin]] en "Acus ha Galathea" (ar [[c'hoarigan]]).
 
Ur mignon da Rudenschöld, ar c'hont A.F. Skjöldenbrand, a skrivas diwar-benn an darvoud : " Nebeud a dud en engroez a grogas da huchal warni, met Silfverhielm (komandant ar warded) a reas d'an dud tevel". Ret e vije bet dezhi kaout ur c'holier houarn en he c'herc'henn , met pa dostaas ar burev gantañ e reas Magdalena ur souz-dreñv hag eñ <blockquote>
"a izelaas e zaouarn, ha hi war-eeun d'ar peul hep an houarn en he c'herc'henn, ma chomas gant liv ar marv war he dremm e-pad un ugent munud ken na voe kemmet he c'hastiz, neuze e semplas ha kaset e voe kuit, evel marv".
</blockquote>
Linenn 48:
-->
 
Daou vloaz hanter goude , e miz Du 1796, e voe divac'het Rudenschöld war urzh Reuterholm; c'hoant en devoa d'he dieubiñ a-raok ma vefe deuet ar roue yaouank en oad da ren, ha da bardoniñ dezhi.
 
E Gouhere 1798 e c'hanas ur mab, [[Eric Ekmansdorff Karlsson]], a voe ofiser e [[Finland]]. E dad e oa he mevel, ur gwaz yaouank, kreñv ha koant, a veve ganti. Koulskoude e troas fall o darempred, he gwallgas a rae ar paotr, a-hervez, hag e 1801, ez eas da [[Suis]] da chom ha gwarezet e voe gant [[Germaine de Stael]], erbedet ma oa bet dezhi gant Armfelt, a reas war-dro kas he mab da vezañ skoliet da [[Sant Petersburg]] e Rusia hag a roas arc'hant dezhi. Gwelet e veze e [[Coppet]], plijus he doare, sioul en he buhez.