Lizher kentañ Sant Pêr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 4:
 
===Gant piv eo bet skrivet ?===
Hervez Moadez Glanndour <ref> Digoradur d'al lizheroù katolik, Eil lodenn an Testamant Nevez, 1971, Al Liamm, p 532</ref> « Hengoun a Iliz en deus lakaet a-viskoazh al lizher-mañ war gont Sant Pêr , evel m'en lavar ar gerioù kentañ. » Levezonet en defe Lizher Sant Klemañs Roma d'ar Gorintidi war-dro 96.
 
Dielfennadur La Bible de Jérusalem <ref>{{fr}} La Sainte Bible, Cerf, 1961, Introduction aux Epîtres catholiques, pp 1592-1593</ref> a ya war ar memes tu.
Linenn 10:
Daou abeg a c'hell mont enep : ar fed e voe skrivet al lizher en ur gresianeg eeun met flour diaes da lakaat war gont ur pesketaer Galilean, hag ar fed e voe levezonet gant [[Lizher Sant Jakez]] (bet skrivet pe e [[49]] pe e [[57]]-[[58]]) ha gant [[Al Lizher d'an Efezidi|Lizher Sant Paol d'an Efezidi]] (bet skrivet pa oa Paol en toull-bac'h etre [[61]] ha [[63]]).
 
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour : « Taolomp evezh koulskoude n'eo ket Pêr e-unan en deus skrivet al lizher eus e zorn : ne dlee ket ar peketaer kozh bezañ gwall-ampart da dreiñ frazennoù war ar paper , met Silvan (5,12) eo an hini en deus servijet dezhañ da sekretour. Ha neuze, pe vihan, pe vras eo bet amañ lod Silas<ref> {br}Evel-se emañ en destenn. Un displegadenn a gaver p 552 en un notenn : « Silvan a zo moarvat Silas an Oberoù (26, 22,40) Eñ , goude bezañ skrivet al lizher evel skretout Pêr, a dle en degas d'ar c'humuniezhioù.</ref>? N'eus tu ebet d'en gouzout. » Mard eo evel ma soñjer peurliesañ, Silvan/Silas memes den e oa diskibl da Baol ivez.
 
Arabat reiñ re a bouez d'al levezonoù kavet el lizher rak un toullad mennozhioù a oa boutin da deologiezh an iliz kentañ hervez bibliourien zo.<ref> La sainte Bible, cerf, 1961, p 1593</ref>.