Rumpelstilzchen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 8:
Ne oar ket ar plac'h penaos en em dennañ eus ar blegenn, met setu ur c'horrigan hag a ginnig nezañ ar plouz en he lec'h, gant ma roy dezhañ un dra bennak en eskemm. Graet al labour, nezet ar plouz, troet anezho en aour, setu ar roue o c'houlenn muioc'h c'hoazh. hag adarre ar c'horrigan, dre ziv wech, da zont da sikour merc'h ar c'houer paour. Goude an trede gwech e ra dezhi prometiñ, evel trugarekadenn, he c'hentañ mab pa vo ganet.
 
Setu merc'h ar c'houer dimezet d'ar roue, hag ankouaet an emglev ganti. Ha setu ar c'horrigan o tont d'he c'haout, da c'houlenn ar mab dleet dezhañ. Hag ar rouanez da nac'h. Neuze e lavar ar c'horrigan e tremeno hep ar mab kentañ ganet gant ma tivino ar rouanez e anv , dindan tri deiz. En daou zevezh kentañ e kinnig ar rouanez ur regennad anvioù, met n'eus hini anezho a ve mat. D'an trede deiz, setu ur servijer o tont d'he c'haout : klevet en deus ar c'horrigan o kanañ ur ganaouenn ma lare e anv.
 
En alamaneg e kane: