Wehrmacht : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Restr:War Ensign of Germany (1938–1945).svg|thumb|Banniel ar Wehrmacht]]
Ar '''''Wehrmacht''''' (distagadur alamanek: [ˈveːɐ̯maxt]), ''Nerzh Difenn'' (ger benel, eus an alamaneg ''wehren'', difenn, ha ''Macht'', nerzh), e oa an nerzhioù arme unanet an [[Trede Reich]], dindan ar ren [[naziegezh|nazi]], eus ar [[16 a viz Meurzh]] [[1935]] betek ma vefe lammet d'an [[20 a viz Gwengolo]] [[1945]]. Kemeret en doa plas ar [[Reichswehr]], hag un arouez e oa eus c'hoant armañ an nazied o vont dreist [[Feur-emglev Versailhez]]. Ouzh hec'h ober e oa an ''[[Heer]]'' (arme-douar), ar c'h''[[Kriegsmarine]]'' (arme-vor), hag al ''[[Luftwaffe (1933-1945)|Luftwaffe]] (arme-aer).
 
Goude ma vefe bet tizhet ar galloud gant an nazied e 1933, unan eus oberiadurioù pouezusañ ha dizaon [[Adolf Hitler]] a oa bet da sevel ar Wehrmacht: un nerzh milourel argadiñ modern ha stummet mat, ar pezh a roe war an hir dermen an tu d'ar renad nazi da dizhout palioù lies ar strollad evel adpakañ douaroù kollet Alamagn hag aloubiñ douaroù nevez war goust ar vroioù amezeg. Evit en ober e oa bet adlakaet ar servij soudard ret, ha postet arc'hant e-leiz en industrielezh an armoù.
 
[[Rummad:Eil Brezel-bed]]