Ganedigezh Gwener (Botticelli) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 6:
Savet eo bet an oberenn etre 1482 ha 1486, marteze evit Lorenzo di Pierfrancesco de’ Medici, [[kenderv]] da [[Lorenzo il Magnifico]]. Hennezh a oa, d’ar mare-se, perc’henn ar [[villa medicea di Castello|villa di Castello]] ma oa “Ganedigezh Gwener” hag [[la Primavera|“An Nevezamzer”]], hervez a skrive [[Giorgio Vasari]] en e levr “[[Le Vite]]”, embannet e 1550.
 
Sandro Botticelli a c’halle bezañ awenet gant ar barzh Angelo Poliziano, hag a zeskrive ganedigezh Gwener en ur varzhoneg dezhañ. En oberennoù [[Homeros]] hag [[Ovidius]] e c’haller kavout an hevelep sujed: [[Zefyros|Zefiros,]], doue an avel Gornôg, o kas an nevezamzer en e alan hag e bried [[C'hloris|C’hloris,]], o vriata anezhañ. N’eo ket sur e anaveze Sandro Botticelli an oberennoù orin. Met dre e amezeg, Giorgio Antonio Vespucci e c’halle ober anaoudegezh gant ar barzh ha tud vrudetañ Firenze. Unan eus e guzulerien e c’halle bezañ ivez ar prederour [[Marsilio Ficino]].
 
Gwelout an daolenn a c'haller e [[Mirdi an Ofisoù]] e [[Firenze]].