Raymond Delaporte : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24:
'''Raymond Delaporte''' ([[Kastell-Nevez-ar-Faou]], [[13 a viz Gwengolo]] [[1907]] - [[7 a viz Du]] [[1990]]) a oa ur broadelour breizhat katolik hag ur geriadurour. '''Remont ar Porzh''' e oa e anv brezhonek.
==Buhez==
Genidik e oa Raymond Delaporte eus Kastell-Nevez ar Faou. Daou vreur en doa, [[Herve Delaporte]] hag [[Yves Delaporte]], anavezet o-daou ivez en emsav broadel breizhek. Mont a reas da skol-veur [[Angers]] d'ober e studi war ar [[Gwir (lezenn)|Gwir]]. Da ugent vloaz e lakaas e anv e [[Strollad Emrenerien Vreiz]]. E [[1932]] e savas ''[[Breuriez ar Brezoneg er Skoliou]]'', asambles gant tud evel [[Yeun ar Gow]], evit kas ar brezhoneg war-raok er skolioù kristen. E miz Meurzh [[1938]] e voe anvet da rener ar strollad [[Bleun Brug]]. Dilezel a reas renerezh ar Bleun-Brug e miz Kerzu [[1940]], pa voe galvet da gemer penn [[Strollad Broadel Breizh (1931-1944)|Strollad Broadel Breizh]] e-lec'h [[Olier Mordrel]].
== Strollad Broadel Breizh ==
Labourat a reas da frammañ gwelloc'h Strollad Broadel Breiz, betek [[1944]]. Tec'hout a reas Raymond Delaporte e fin ar brezel da vont da [[Iwerzhon]], hag e vreur [[Yves Delaporte]] da [[Bro-Skos|Vro-Skos]]. Kondaonet e voe e miz Mae [[1947]] da 20 vloaz galeoù met didamallet e voe diwezhatoc'h, pa reas engalv enep ar varnadenn-se.