Kastell Susinioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ouzhpennet eo bet ur pennadig ganin.
Linenn 19:
 
=== Gouarnourien ha kabitened ar c'hastell ===
Mervel a reas Frañsez I<sup>añ</sup> a Vreizh, mab da Yann V, e 1450. Dre ma oa eñ divugel evel e vreur hag e eontr e teuas Frañsez II da vezañ dug Breizh dre liammoù familh. Embreger a reas labourioù seveniñ bras e kastell Naoned, a gave gwelloc'h eget hini Susinioù. Kemeret e voe ar c'hastell e fin Brezel Breizh e 1491, e-pad ar [[Brezel etre Breizh ha Bro-C'hall|pevare ergerzhadeg-vrezel gall]] ha n'e oa ket c'hoarvezet hep un nebeut distrujoù n'ez anavezer ket mat. Daoust ma oa bet dimezet Anna a Vreizh, merc'h Frañsez II anezhi, da Charlez VIII, war-lerc'h da Loeiz XII a Vro-C'hall ha daoust da enebiezh kambr ar C'hontoù e voe roet kastell Susinioù da Yann a Châlon, Priñs Orañj anezhañ. Hennezh a daole pled ouzh domani Rewiz e teuas ennañ meur a wech. Goude marv ar Priñs e tivizas Anna a Vreizh da vezañ endro perc'hennez war an domani daoust ma oa tiegezh Châlon a-enep an dra-se. E 1505 ez arsavas rouanez Anna e Susinioù e-kerzh he zro Vreizh. Mamm-skridoù kontoù an domani a ziskouez deomp, en degouezh-se, e voe annezet ar c'hastell, dreset e voe ar prenestroù hag e voe prenet ivez peadra da vagañ ar rouanez hag he heul.
 
Goude bezañ aet Anna a Vreizh d'an anaon ez adtapas Kurunenn Vro-C'hall ar c'hastell a voe fiziet da ez-vestrez Frañsez I<sup>añ</sup> a Vro-C'hall e 1523 ha war-lerc'h da hini Herri II e 1543, anavezet dindan an anv a Diane a Boatev. En reiñ a reas buan d'he merc'h da-geñver he dimeziñ gant familh Brézé. Int a lakaas an domani da vezañ ur c'habitendi a rojont da C'huillaume a Vontigny, a oa ur gwazour da Ziane a Boatev. Ul levezon vras o do war ar c'hastell, hennezh hag e ziskennidi. Mirout a reas ar c'habitendi goude daspren Susinioù gant Roue Broc-C'hall Charlez IX e 1562. An daspren-se a ziskouez pegen pouezus e oa ar c'hastell hervez ar roueed : zoken e teuas war al lec'h ar roue-se gant he mamm Gatherine a Vedicis e miz Mae 1570.
 
Arouezet eo eil hanterenn ar XVIvet kantved e Susinioù gant gourdrouzoù brezel etre Bro-C'hall, Bro-Spagn ha Bro Saoz. Ouzhpenn-se e voe un enkadenn a hêrezh goude marv ar roue Herri III e 1589, ur stourm relijiel ha politikel e oa war un dro rak ar pennhêr Herri a Navarre a oa protestant hag e rouantelezh da zont a oa katolik. Dont a reas gwarnour Breizh da vezañ penn an enebiezh gatolik, hag-eñ da vezañ soutenet gant familh a Vontigny a vere c'hoazh an domani. Gounezet a-nevez d'ar gatoligiezh e ro Herri IV an domani da unan eus e dud feal hag eñ en gwerzhas da gabiten Redon Frañsez a Dalhouët. Promesañ a reas d'ar re Vontigny e-kerzh kevraouadegoù e 1597 da virout evito kabitendi ar c'hastell, pezh a lakaas an div familh da stourmañ an eil ouzh eben e fin Brezel Breizh. Ar stourm-se a echuas gant disrann Domani Rewiz, roet da familh Dalhouët hag ar c'hastell a voe miret gant ar re Vontigny.
 
=== Ar c'hastell dilezet tamm-ha-tamm ===
An disrannañ a zo bet etre Domani Rewiz hag ar c'hastell a seblant bezañ gwallus evit kempenn ar c'hreñvlec'h a oa chomet etre daouarn familh Vontigny. Distrujet e voe an toennoù hag ar siminalioù gant ur barr-avel taer e 1599. Stad an distrujoù a zo bet truezet gant Herri IV a c'hourc'hemennas renevezién ar c'hastell, pezh a roe testeni d'an interest en doa ar galloud evit an domani. Ur sammad ac'hant a oa miret pep bloaz e kontouriezh an domani evit e gempenn.
 
En eil hanterenn ar XVIIvet kved e voe kavet an termen a "c'houarnour enezennoù, porzhioù hag havrioù Rewiz hag ar c'hastell" gwelloc'h eget hini a gabiten Susinioù. Danvez ar mor a oa talvoudusoc'h-talvoudusañ pa selle ouzh al lec'h ar galloud kreiz. Raktreset e oa bet zoken gant Richelieu da staliañ ur gumpagnuniezh genwerzh e Susinioù. E 1641 e voe graet eus e genderv gouarnour Susinioù, Jérôme du Camboult e anv. Ur gwarnizon hag armoù e-leizh a oa c'hoazh er c'hastell 1644. Koulskoude, o vezañ ma ne oa ket meret mat an domani hag abalamour da baouridigezh annezidi ar c'hourenez, a zlee kemer perzh e kempenn ar c'hastell, ez eas ar c'hastell da vont war ziskar.
<br />''Façade sur cour avant 1893''
''Au début du XVIIIe siècle, la princesse de Conti récupère le château en rachetant les droits liés à l’ancien domaine. Elle parvient à récupérer la jouissance du château aux mains des capitaines puis des gouverneurs depuis la fin du <abbr>xvi<sup>e</sup></abbr> siècle. L'intendance est laissée à ses agents et aux fermiers. Si elle ne semble pas délaisser complètement le bâti, divers procès-verbaux réalisés au cours du siècle font état d’une dégradation du château toujours plus importante dont les bâtiments servent au stockage des récoltes et à la vie quotidienne des habitants. Le rôle de Suscinio devient plus local et le statut de ses habitants évolue au cours du siècle. La tradition militaire perdure tout de même puisque la crainte de descentes anglaises perdure tout le long du <abbr>xviii<sup>e</sup></abbr> siècle. Malgré la vétusté générale, le château continue tout de même d'être entretenu. À la veille de la Révolution, les coûts des réparations amènent les héritiers de la princesse à entreposer les récoltes dans les parties « qui ne tombent pas encore et de ne pas s’embarrasser du reste ».''
 
''Le château est vendu en tant que bien national à la Révolution en 1798 au marchand Pascal Lange pour cinq mille francs. Tous les matériaux pouvant être réutilisés vont être vendus, comme le bois des charpentes et les pierres de taille, accentuant ainsi l’état dégradé du domaine. Il est acheté en 1852 par le vicomte Jules de Francheville, dont la famille fait tout son possible pour sauver l'existant jusqu'au rachat en 1965 par le Conseil départemental du Morbihan, à l'initiative de son président Raymond Marcellin, conseiller général de Sarzeau, qui entreprend sa restauration.''
 
Da vare an [[Dispac'h gall]] e voe prenet gant ur marc'hadour pinvidik en em lakaas da werzhañ ar mein anezhañ.