Lao Zi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Lao Zi en Istor: replaced: , → , (4) using AWB
D corr using AWB
Linenn 14:
::::''Li'' ( 李, "prunenn" <ref> http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html </ref> ) ''e oa e anv-familh, Er'' ( 耳, "skouarn") ''e anv bihan, Bo Yang e lesanv ha Dan e anv dalif.''
::::''Diwaller an dielloù e voe e lez ar rouantelezh Zhou. Ul levr div rann ennañ a skrivas kent mont war-du ar C’hornôg''.
Pelloc’h avat en hevelp skrid e komz Sima Qian eus ul ''Lao Lài Zi'' ( 老來子, "Mestr Lao da zont") a skrivas ul levr 15 rann enni hag a oa kempred gant [[Konfusius]] (551-479 KJK) ; pelloc’h c’hoazh e kaver ul ''Lao Dan'' anavezet, anezhañ un istorour hag un [[Urisinouriezh|urisinour]] a vevas dindan ren an dug Xian (384-362 KJK) er Stad Qin. <ref> ROBINET Isabelle, ''Lao Zi et le Tao'', Bayard, Paris, 1996, ISBN 978-2-227-32509-8 </ref> <ref> CHAVANNES Édouard, ''Les Mémoires historiques de Se-ma T’sien'', Adrien Maisonneuve, Paris, 1895, adembannet e 1969 — diviet, a vo adembannet ; al levrenn 6 a c’haller kavout c’hoazh, ISBN 978-2-7200-0487-2 </ref>
 
Gwall skort eo an daveennoù-se pa venner gouzout hag-eñ ez eus bet eus Lao Zi evit gwir pe get. Kel luziet all e chomer pa furcher en hengoun sinaat : hervez ur vojenn e voe Lao Zi engehentet pa oa e vamm o sellet ouzh ur steredenn-nij ; e-pad 62 vloavezh e chomas en he c’hof kent bezañ ganet pa oa-hi o tiskuizhañ ouzh troad ur wezenn-brun, alese e anv ; ur gwaz kozh e oa pa zeuas er bed, ur barv gwenn ha flipoù hir d’e zivskouarn (un arouez a vuhez hir hag a furnez e Sina gozh).